Rodés
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Rodés (Rodez e galleg) eo anv ar gumun a zo pennlec'h departamant gall an Aveyron, ha kêr-benn ar vroig a zo graet Roergue anezhi. War ar stêr Avairon emañ.
Ur gêr a 26 000 a annezidi enni eo. En tolpad-kêrioù, 8 kumun a dro-war-dro ennañ, ez eus 48 930 a annezidi.
Ruthénois a vez graet eus annezidi kêr e galleg. Dont a ra anv kêr eus pobl ar Rutened (pe Rhuteni), Kelted degouezhet war-dro ar Vvet kantved kent JK hag o doa savet un oppidum eno.
[kemmañ] Kêrioù gevellet
, Pigüe (Arc'hantina), ur gêr krouet gant tud deuet eus Rodés
Bamberg (Alamagn)