Rouantelezh Manav
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un darn eus rouantelezh Galwyddel e oa Manav betek 550. D'am amzeriad e voe aloubet Galwyddel gant un enebour n'eo ket sklaer e orin met a c'hellfe bezañ Rheged an hanternoz. Ret e voe d'he roue, Senyllt, repuiñ e Manav lec'h ma treuzvevas e diernelezh betek an VIIIvetkantved.
E 629 e aloubas Edwin Northumbria an enez. Ar roue Anllech a ziarbennas hag an enez a implijas da argasiñ Gwynedd. Gant Cadwallon Gwynedd e voe faezhet hemañ, avat, ha war-dro 632 e adkavas ar rouantelezh e frankiz.
War-dro 690 e tremenas ar gurun d'un diskennad eus Llywarch Hen hag hêr d'ar rouantelezh gollet Rheged ar c'hreisteiz : Sande. E 825 e hêrezhas roue brezhon diwezhañ Manav, Merfyn Frych, tron Gwynedd. Divarrek e voe da virout e rouantelezh orinel, avat. E 836 e aloubas Godred mac Fergus, ur penn-brezel gall-gouezelek, an enez. Hemañ a ziazezas ur riez a badas, gant troc'hoù betek 1265.
[kemmañ] Rouaned vrezhon Manav
- Senyllt : war-dro 590
- Neithon: war-dro 530
- Anllech : war-dro 590
- Mermin Mawr : war-dro 630
- Anaraud Gwalchcrwn : war-dro 650
- Iudgual : war-dro 690
- Sandde : war-dro 690
- Guriat: war-dro 750
- Merfyn Frych : 780 - 844
![]() |
Keltia | ![]() |
---|---|---|
Breizh | Iwerzhon | Kembre | Kernev-Veur | Enez-Vanav | Bro-Skos |
||
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek |