Skritur berberek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Implijet e vez ar skritur berberek pe tifinagh (distaget LFE [tifinaɣ]) gant an Touareg evit ober dre skrid gant o yezh verberek an tamachekeg.
Gwechall e veze implijet un doare-skrivañ koshoc'h hag heñvel outañ anvet skritur libiek evit skrivañ yezhoù berberek all war un tachenn kalz ledanoc'h a-hed Norzh Afrika hag ivez en Inizi Kanariez. Implijet eo bet a-wechoù ivez evit skrivañ yezhoù nann-berberek komzet tro-war-dro, evel an tagdaleg.
Er penn-kentañ e oa un abjad an doare-skrivañ-mañ, da lâret eo ne veze ket merket ar vogalennoù gantañ, nemet e diwezh ur ger. Kinniget ez eus bet gwechall ha gwechall avat sinoù ispisial evit merkañ ar vogalennoù en un doare ingal, hag e lec'hioù zo e vez implijet sinoù vogalennoù tennet doiwar ar skritur arabek.
Kemm-digemm eo stumm resis pep lizherenn hervez al lec'h ha daoust ha ma vez skrivet a dehoù da gleiz atav hag e peplec'h bremañ, gwechall e veze skrivet ar hen skritur libiek a us da is peurliesañ.
Er bloavezhioù e pa bet kinniget gant Akademiezh ar berbereg 1960 evit ar wech kentañ ur sistem unvan a reer nevez-tifinagh. Skrivet e vez a gleiz da dehoù en ur verkañ ar vogalennoù en un doare ingal hafg adkempennet eo bet evit ma klotfe gwelloc'h gant fonologiezh yezhoù berberek an norzh. E 2003 e oa bet degemeret ar skritur-se evit kelenn ar berbereg e Maroko.
[kemmañ] Gwelet ivez
- Yezhoù berberek
- Touareg