Stiria
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
Yezh ofisiel | Alamaneg | ||||
Kêr-benn | Graz | ||||
Pennrener ar stad kevredet (Landeshauptmann) | Franz Voves (sokialour) | ||||
Gorread -Hollad -Dour |
16 391,93 km² 0.9% |
||||
Poblañs -Stankter |
1 183 303 (2001) 72/km² |
Tennañ a ra ar pennad-mañ da stad kevredet Stiria, Aostria. Evit rannvro Stiria, Slovenia, sellit ouzh: Stiria (Slovenia). |
---|
Ur stad kevredet a Aostria eo Stiria (alamaneg Steiermark, sloveneg Štajerska) a zo Graz (sloveneg Gradec) e gêr-benn. Diazezet eo bet ar vro e 1180. Betek fin ar Brezel bed kentañ e voe renet evel dugelezh gant an Habsbourged. E 1919 e voe disrannet rannvroioù sloveneger Stiria diouzh Aostria ha staget ouzh rouantelezh SHS (Yougoslavia). Hiziv an deiz n'eus nemet 4 250 sloveneger hag a zo o chom e mervent ar vro dreist-holl, en-dro da gêr Radkersburg / Radgona.
Meneziek ha koadek eo ar vro: ouzhpenn 61% eus he zachenn a zo dindan goadeier.
[kemmañ] Kêrioù pennañ Stiria
Kêr | annezad (2005) | ||
---|---|---|---|
1 | Graz, kêr-benn Stiria | 240.278 | |
2 | Leoben | 25 804 | |
3 | Bruck an der Mur | 13 439 | |
4 | Knittelfeld | 12 740 | |
5 | Judenburg | 10 349 | |
6 | Voitsberg | 10 074 |
[kemmañ] Tud vrudet a Stiria
- Johann Berger, meurc'hoarier echedoù;
- Klaus Maria Brandauer, aktour;
- Barbara Frischmuth, skrivagnerez;
- Arnold Schwarzenegger, pennrener Kalifornia.
[kemmañ] Liammoù diavaez
Porched Aostria – Adkavit ar pennadoù a denn da Aostria. |