Strollad Baath
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Baath - pe reishoc'h: Baʿth - (anv klok: حزب البعث العربي الاشتراكي ,hizb al-baʿth al-ʿarabī al-ichtirākī, "Strollad sokialour arabek an dasorc'hidigezh") a zo ur strollad lik, broadelour ha sokialour. Diazezet eo bet e 1940 e Damask gant Michel Aflaq ha Salah ad-Din al-Bitar. Betek 2003 e renas ar Baath war Iraq; e Siria avat en deus gellet ar strollad mirout e galloud.