Tabouioù envel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Tabouioù envel | |
---|---|
Sinaeg | |
Sinaeg eeunaet: | 避讳 |
Sinaeg hengounel: | 避諱 |
Pinyin: | bìhuì |
Wade-Giles: |
Tabouioù envel zo bet o ren e Sina gwechall. Berzet e oa distagañ pe skrivañ (arouezennoù dibar) anvioù an impalaerien hag o hendadoù.
Tabouioù envel:
- An tabou envel ar Stad (国讳; 國諱) a oa un tabou a-enep implij anv an impalaer pe anvioù e hendadoù. Da skouer, e-pad an diernelezh Qin, ne veze ket graet Zheng(政) ouzh Qin Shi Huang(政) ha miz kentañ ar bloaz "Zheng Yue" (政月: ar miz melestradurel) a veze adskrivet "Zheng Yue" (正月: ar miz eeun) hag ouzhpenn adanvet "Duan Yue" (端月: ar miz eeun/end-eeun). Dre vras ne veze ket meneget anvioù an hendadoù a-raok ar 7vet rummad.
- An tabou envel ar c’hlan (家讳; 家諱) a oa un tabou lakaet war implij anvioù hendadoù an-unan.
- An tabou envel ar veurdez (聖人諱) a oa un tabou lakaet war implij anvioù an dud doujet. Da skouer eo bet tabou ober gant anv Koñfucius e-pad an diernelezh Jin.
El lizheroù hag en teulioù diplomatel eskemmet etre klanioù e veze doujet mat da dabouioù envel pep klan.
E 1777 e skrivas Wang Xi Hou (王錫侯) anv an impalaer Qianlong war e levr. Kondaonet d'ar marv e voe a-gevret gant ar re kar dezhañ.
Tri doare a oa da chom hep implij un arouezenn bennak :
- Kemmañ an arouezenn en unan bennak all, heñvelik pe heñvelson a-walc’h peurliesañ. Da skouer e veze erlec’hiet anv dor Xuanwu (玄武門:dor an hanternoz) eus ar Geoded Verzet gant hini "Shenwu"(神武門:Dor Galloud an Doueoù) ha se a-benn chom hep ober gant anv Xuanye(玄燁) an impalaer Kangxi.
- Leuskel ur gwenn e-lec’h an arouezenn.
- Chom hep lakaat ur varrenn war un arouezenn, dreist-holl ar varrenn ziwezhañ.
Daoust ma ne vez ket heuliet pizh an tabouioù-se ken ez eus kalzik a dud a chom hep reiñ d'o bugale tre an hevelep anv hag unan eus o hendadoù c’hoazh. Setu perak e talc’h Sinaiz a-vremañ da gavout diseven mont d'unan bennak dre e anv hag eo rouez-mat kavout un Sinaad anvet "Jr." pe "an trede".
![]() |
Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |