Trebonianus Gallus
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un impalaer roman a oa Gaius Vibius Trebonianus Gallus (206 -253). Ren a reas gant e vab Volusianus eus 251 da 253.
Ganet e oa bet Trebonianus Gallus e Italia en ur familh brudet. Dimezet e oa gant Afinia Gemina Baebiana ha dau vugale en-doa : Gaius Vibius Volusianus hag ur verc'h Vibia Galla. Ur respet reizh evel un uhelad en trede kantved a oa gantañ. Koñzul a oa e 250 ha rener Moesia Superior. Er post-mañ e c'hounezas fiziañs an impalaer Decius ha mont a reas da vrudet el lu dre stourmañ ouzh ar c'hoted.
E 251 e voe lazhet Decius hag e vab gat ar c'hoted er Emgann Abrittus. Pa glevjont ar c'heloù-se e embannas e soudarded Trebonianus Gallus impalaer. E Roma, avat, e chazas ar Sened Hostilianus. Ne renoñsas ket Trebonianus Gallus d'an tron met koñsantiñ a reas e vefe ken-impalaer gantañ.
Tra ma oa Trebonianus Gallus o kerzhout davet Roma, avat, e varvas Hostilianus gant ar vosenn, ha da impalaer nemetañ e yeas.
Ur ren diaes a voe gant Trebonianus Gallus. Er reter, Shapur I a aloubas Siria hep ersav digant Roma ha gwaskañ a reas ar c'hoted rannvro an Danav. Diblijet e oa al lejionoù ha pa drec'has ar c'hoted Aemilianus, rener Moesia Superior e embannjont impalaer.
Evit ar brezel en em brientas Trebonianus Gallus met e soudarded a vuntras anezhañ gant e vab e Interama e miz eost 253.
An Impalaerien roman | ||
Anarkiezh vilourel | ||
En e raok : Hostilianus |
Trebonianus Gallus gant Volusianus (251 - 253) |
War e lerc'h : Aemilianus |
Heuliad Henroma |