Tsunami
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur tsunami a zo un heuliad gwagennoù krouet en dour gant ur stroñs hag a zilec'h an tevder dour a-serzh. C'hoarvezout a ra tsunamioù pe barroù-reverzhi da heul krenoù-douar, disac'hadennoù douar, tarzhadennoù volkanek, tarzhadennoù a bep seurt, en o zouez korfoù kosmek evel mein-kurun (oablvein), pe tarzhadennoù bombezennoù nukleel.
[kemmañ] Orin ar ger
An termen tsunami (kanji: 津波) a zo ur ger japanek savet gant tsu (津), ar porzh-mor, ha nami (波), ar wagenn; da lavaret eo « gwagenn borzh ». Eus yezh ar besketaerien e teu ar ger-se. Ar re-mañ a veze souezhet-bras o welet ar porzhioù distrujet tra ma n'o doa merzet mann ebet ispisial pa vezent war vor.
[kemmañ] Argerzh
Peurvuiañ e vez degaset gant ur c’hren-douar pe tarzhadenn ur menez-tan (er mor Habask alies). C’hoarvezout a ra un nebeud kilometradoù diouzh an aod. D’ar poent-se eo bihan ha gwan, met, pa erru war an aod e teu da vezañ nerzhus-kenañ, hag e vez distrujet pep tra war e hent. Ur wagenn vras evel-se a c’hell mont betek 800 km/h a-raok distrujadenn an aod. Seul nebeutoc’h eo don an dour, seul vrasoc’h e vo ar wagenn. Ar besketaerien a vez souezhet bras pa zistroont hag e kavont distrujet an holl draoù. Ur tsunami, krouet en Alaska gant ur c’hren-douar, en deus treuzet ar mor Habask evit erruout betek su Antarktika. Amzer o deus bet an dud da skarzhañ pell a-walc’h eus an aod.
E 1992 e voe hejet un disterdra San Juan del Sur, e Nicaragua, gant ur seism bihan. Un nebeud munutennoù goude e oa sec'h ar porzh bihan evel ur gibell c’houllo. Neuze e oa aet an dud war an aod da welet ar pezh a c’hoarveze. Met, just er mare-se ec'h erruas ar tsunami da zistrujañ pep tra.
Unan eus tsunamioù gwashañ ar c'hantvedoù diwezhañ a oa c'hoarvezet d'ar 26 a viz Kerzu 2004 er-maez da Sumatra. Ul lodenn vat eus aodoù Meurvor Indez a voe tizhet.
![]() |
Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur. |