Yezhoniezh kognitivel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur skol yezhoniezh eo ar yezhoniezh kognitivel hag he-deus da bal klask lakaat da genglotaat mont-en-dro ar yezhoù naturel hag ar pezh a c'houvezer diwar-benn mont-en-dro an empenn. Hervez ar skol-mañ ez eo ret neuze displegañ penaos vez implijet ha penaos e vez dielfennet ur yezh gant an dud en ur genveriañ gant an doare ma vez urzhiet ar soñjoù en o empenn.
Div isdachenn a zo:
-
- ar semantik kognitivel o tennañ d'an doare ma vez dielfennet ster ar gerioù hag ar frazennoù, hag;
-
- ar yezhadur kognitivel o tennañ d'an doare ma vez savet, dielfennet ha komprenet strukturioù ar yezh
Setu un nebeut yezhonourion brudet evit o labour war dachenn ar yezhoniezh kognitivel: George Lakoff, Mark Johnson, Eve Sweetser, Leonard Talmy, Ronald Langacker, Mark Turner, Gilles Fauconnier, Zoltán Kövecses, Charles Fillmore, Adele Goldberg ha Chris Johnson. Daoust ha ma ra Ray Jackendoff ur yezhoniour generativel outañ e-unan, heñvel-tre eo an darn vrasañ eus ar pezh a skriv e-keñver ar yezhoniezh kognitivel.
Damkanoù a zo o tennañ d'ar yezhoniezh kognitivel hag a zo ar c'hontrol-mik diouzh ar pezh a vez kelennet gant ar yezhadur generativel. Gwiriekaet e vez an teoriennou-se vez gant tud o labourat war dachenn ar bredoniezh hag ar yezhonouriezh bredoniel (pe psikoyezhonouriezh) evel Michael Tomasello, Raymond Gibbs, Michael Ramscar, Michael Spivey, Teenie Matlock ha Benjamin Bergen.
O labourat emañ meur a hini ivez evit lakaat da glotaat ar yezhoniezh kognitivel diouzh un tu ha skiantoù neurologel diouzh an tu all, en o zouez: Tim Rohrer, Seana Coulson ha Lera Boroditsky.
Disoc'hoù arnodennoù bet kaset da benn gant David McNeill o labourat war tachenn ar jestroù a dalvez da diskwel ez eo reizh damkanoù ar yezhoniezh kognitivel.
Tud all evel Jerome Feldman, Terry Regier ha Srinivas Narayanan o deus pledet gant al liammoù etre ar yezhoniezh hag an urzhiataerezh.
Setu gant peseurt tachennoù-studi pennañ e vez pledet ar yezhoniezh kognitivel:
-
- Tachennoù-studi ar yezhoniezh dre vras;
-
- Studi ar metaforennoù, levezonet gant skridoù Lakoff ha Johnson dreist-holl;
-
- Teorienn kemmesk ar meizadoù (saozneg conceptual blending), levezonet gant Gilles Fauconnier ha Mark Turner.
-
- Teorienn ar semantik dre frammoù (saozneg frame semantics), levezonet gant Charles Fillmore.
-
- Isdachenn ar semantik o tennañ d'an nerzhoniezh (saoz. force dynamics), levezonet gant Leonard Talmy
-
- Un nebeut doareoù yezhadur dre sevel (saozneg construction grammar), dreist-holl kinnigoù Adele Goldberg
Betek-henn n'eo ket bet posubl lakaat an holl isdachennoù-se da genglotaat an eil gant eben, dreist-holl peogwir e labour an dud war o zachenn resis hep derc'hel kont eus ar pezh emeur oc'h ober e lec'h all. Tud zo avat a zo o labourat evit lakaat an holl dachennoù-studi da vezañ genliammet kenetreze a-benn sevel un deorienn hollek o tennañ d'ar yezhoniezh kognitivel en he fezh.