Ø (lizherenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ul lizherenn latin eo Ø, ø implijet evit skrivañ ar vogalenn distaget eu hervez reolennoù reizhskrivadur ar brezhoneg e yezhoù skandinavek zo, da lâret eo daneg, norvegeg ha faeroeg.
Implijet e vez ivez al lizherenn-mañ gant Lizherenneg fonetikel etrebroadel evit treuzskrivañ son ar vogalenn-se.
Diorroet e oa bet diwar un o skrivet stag ouzh un e, deuet da vezañ un linenn a-dreuz war-lerc'h.
Kevatal eo d'al lizherenn ö a gaver en turkeg, en tatareg, er finneg er svedeg, en islandeg, en alamaneg, en estoneg hag en hungareg. Kavet e vez ivez al lizherenn girillek Ө implijet evit ober diouzh an hevelep son e kazac'heg, mongoleg hag all.
![]() |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |