Turkeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Turkeg (Türkçe) |
|
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Turkia, Kiprenez, Bulgaria, Makedonia, Moldova, Iran, Gres, Irak, Siria, Azerbaidjan, Roumania, Ouzbekistan, Aostria, Alamagn |
Rannved : | Turkia, Kiprenez, Balkanoù, Kaokaz |
Komzet gant : | ~75 milion en holl (~60 milion yezh kentañ) |
Renkadur : | 19–21 (yezh kentañ) |
Familh-yezh : | Yezhoù turkek
Yezhoù turkek ar c'hornôg |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Turkia, Kiprenez, Republik Turkat Norzh Kiprenez, Bulgaria (yezh vroadel), Republik Makedonia (yezh lec'hel) |
Akademiezh : | hini ebet |
Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù | {{{urzh}}} |
Frammadur silabek | {{{frammadur}}} |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | tr |
ISO 639-2 | tur |
Kod SIL | tur |
Deuit da welet ivez Yezh. |
Ur yezh altaek eus skourr ar yezhoù turkek rik eo an turkeg (türkçe), komzet gant tro-dro da 75 milion a dud en holl o kontañ ar re a ra gantañ evel eil yezh (60 milion evel yezh kentañ) den e Turkia (46.278.000 a dud e 1987 pe 90% eus ar boblañs), Kiprenez (177.000 den e 1995 pe 20% eus ar boblañs), Bulgaria (845.550 den e 1986 pe 9% eus ar boblañs), Makedonia (250.000 den e 1982), Moldova, Iran, Gres (128.380 den e 1976), Irak, Siria, Azerbaidjan, Roumania (150.000 den e 1993), Ouzbekistan, Aostria (183.445 e 2001) den hag Alamagn (~2 milion den).
E Bulgaria emañ ar bulgareg o kemer plas an turkeg tamm-ha-tamm.
Tost a-walc'h eo an turkeg d'ar yezhoù turkek all, dreist-holl an azereg pe an turkmeneg hag aezet eo evit an dud a ra gant unan eus ar yezhoù-se kompren dud all a gomz unan eus ar yezhoù all.
Taolenn |
[kemmañ] Yezhadur
Dres evel an holl yezhoù altaek pe c'hoazh evel ar yezhoù finnek-ougrek evel an estoneg pe an hungareg, an turkeg a zo anezhañ ur yezh daspegel hep jener ebet hag ivez gant kensonerezh vogalennek.
E turkeg e vez implijet meur a lostger met n'he deus ar yezh rakger ebet, nemet e vije bet amprestet diwar ur yezh all.
[kemmañ] An anv-kadarn
Talvezout a ra al lostgerioù da sevel-gerioù (gwelet pelloc'h Morfologiezh), ha talvezout a reont ivez pa vezont implijet gant an anvioù-kadarn evit diskwel ar c'has pe c'hoazh roll ur ger er frazenn o verkañ ar perc'henn, da skwer:
- ev: "ti",
- eviniz: "da ti",
- evinizde: "ez ti",
- Evinizdeyiz: "ez ti emaomp"
[kemmañ] Ar verb
Displeget e vez ar verboù e turkeg o verkañ ar gour , ar mod, an amzer hag ar stumm-nac'h, da skwer:
- gel-: "dont",
- gelme-: "chom hep dont"
- geleme-: "chom hep gallout dont"
- gelebil-: "gallout dont"
- Gelememiş: "Sañset ne c'hellas ket dont"
- Gelememişti: "Ne c'hellas ket dont"
- Gelememiştiniz: "N'hoc'h eus ket gellet dont"
- Gelememiş miydiniz?: "Ha n'hoc'h eus ket gellet dont?"
Reizh eo hogozik an holl verboù e turkeg.
[kemmañ] Kevreadur (sintaks)
Urzh diazez ar frezenn a zo: rener-renadenn dra-verb (SOV) evel e japaneg ha latin.
[kemmañ] An troadur
Er frazenn-mañ da heul tennet diwar ur gelaouenn embannet e turkeg e vez implijet pep kas nemet ar genitivel:
- Türkiye'de modayı gazete sayfalarına taşıyan, gazetemiz yazarlarından N. S. yaşamını yitirdi:
- Türkiye'de "e Turkia" (lokativel)
- modayı "mod; giz" (akuzativel < moda)
- gazete "kelaouenn" (nominativel)
- sayfalarına "pajennoù - e hini" (dativel; sayfa "pajenn", sayfalar "pajennoù", sayfaları "e bajennoù")
- taşıyan, "o tougen" (< taşı- "dougen")
- gazetemiz "hon c'helaouenn" (nominativel)gazete "newspaper"
- yazarlarından "d'e skrivagnerion" (ablativel; yazar "skrivagner")
- N. S. [anv personel] (nominativel)
- yaşamını "he buhez" (akuzativel; yaşam "buhez")
- yitirdi "kollet" (yitir- "koll" diwar yit- "bezañ kollet")
Troidigezh: "Unan eus skrivagnerion hon c'helaouenn, N. S., a degasas ar mod da pajennoù ar c'helaouennoù e Turkia, a gollas he buhez (= e varvas)."
[kemmañ] Rannyezhoù
Daou vloc'had ranyezhoù pennañ ez eus:
- Rannyezhoù ar c'hornôg
- Rannyezh danubek
- Rannyezhoù ar reter
- Eskisehireg (eskisehir)
- Razgradeg (razgrad)
- Dinlereg (dinler)
- Roumelitcheg (rumelice)
- Edirneg (edirne)
- Gaziantepeg (gaziantep)
- Ourfeg (urfa)
- Karamanlieg (karmanli): komzet gant Gresianed
[kemmañ] Morfologiezh
Dont a ra a-benn an turkeg da sevel gerioù nevez en un doare aezet-tre dre implijout lostgerioù:
Diwar anvioù-kadarn:
- göz: "lagad",
- gözlük: "lunedoù"
- gözlükçü: "unan a werzh lunedoù"
- gözlükçülük: "gwerzherezh lunedoù"
Diwar verboù:
- yat-: "bezañ en e c'hourvez, bezañ pozet"
- yatır-: "gourvezet, pozet"
- yatırım: "gourvez, dastum, fiziad"
- yatırımcı: "postour, fizier".
Turkish vocabulary has gone through drastic changes in the history of the language. In the last sixty years, Turkish vocabulary has gone through changes that might take three centuries in another language.
[kemmañ] Fonologiezh
[kemmañ] Kensonerezh vogalennek
One characteristic feature of Turkish is kensonerezh vogalennek, meaning that the same word will have either vogalenn a-raok or vogalenn a-dreñv, but not both.
Peurliesañ e vez lakaet an taol-mouezh war ar silabenn diwezhañ, nemet gant un nebeut lostgerioù zo pe gerioù amreizh evel masa ['masa].
[kemmañ] Kensonennoù
Diweuz | Diweuz-dent | Dent | Kevig | A-dreñv d'ar c'hevig | Toenn ar genoù | Staon | Hogedenn | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Stokus | p | b | t | d | c | ɟ | k | g | ||||||||
Dre fri | m | n | ||||||||||||||
Dre c'hwezhañ | f | v | s | z | ʃ | ʒ | ɣ | h | ||||||||
Dre fic'hal | ʧ | ʤ | ||||||||||||||
Dre lopat | ɾ | |||||||||||||||
Dre dostaat | j | |||||||||||||||
Dre dostaat a-gostez |
ɫ | l |
[kemmañ] Vogalennoù
[kemmañ] Skritur
Skrivet e vez gant al lizherenneg latin abaoe 1928 pa oa bet lakaet da ofisiel e Turkia gant Kemal Atatürk a glaske modernaat ar yezh hag ar vro dre o zostaat diouzh ar C'hornôg. Betek hen e veze implijet al lizherenneg arabek.
[kemmañ] Gwelet ivez
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Frazennoù talvoudus
- Geraidur saozneg-turkeg war-linenn
- Geriadur saozneg-turkeg ha saozneg-turkeg war-linenn
- Deskiñ turkeg war-linenn
- Ethnologue
- Geriadur saozneg-turkeg ha saozneg-turkeg war-linenn
- Lec'hienn diwar-benn an turkeg
- Lec'hienn evit deskiñ turkeg
- Deskiñ turkeg
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |
Rummadoù ar bajenn: Yezhoù ar bed | Yezhoù Azia | Yezhoù Europa | Yezhoù Turkia | Yezhoù Kiprenez | Yezhoù Bulgaria | Yezhoù Makedonia | Yezhoù Moldova | Yezhoù Iran | Yezhoù Gres | Yezhoù Irak | Yezhoù Siria | Yezhoù Azerbaidjan | Yezhoù Roumania | Yezhoù Ouzbekistan | Yezhoù Alamagn | Yezhoù turkek | Labour a Chom