16 Meurzh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1244: dibenn seziz kastell Montsegur ha lazhadeg ar Gatared eno gant armeoù roue Bro-C'hall.
- 1521 : Fernan Magalhaes a erru er Filipinez.
- 1815 : ar priñs Willem a gemer an titl a roue Willem Iañ e Rouantelezh Unanet an Izelvroioù.
- 1935 : Adsavet ar c'hoñje en Alamagn.
- 1978 : Peñse an eoullestr Amoco Cadiz ouzh reier Porsal, gant ul lanv du biskoazh brasoc'h war aodoù hanternoz Breizh.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1789 : Georg Simon Ohm, fizikour alaman (m. 1854).
- 1850 : Marianna Abgrall, barzhez, e Lambaol-Gwimilio († 1930).
- 1902 : Mario Monticelli, mestrc'hoarier echedoù italian.
- 1976 : Zhu Chen, mestrc'hoarierez echedoù sinaat.
[kemmañ] Marvioù
- 1902 : Narsis Kellien, skrivagner ha dastumer danvez brezhonek, e Pariz (ganet e 1848).
- 1940 : Selma Lagerlöf, skrivagnerezh eus Sveden, tapet ganti Priz Nobel al Lennegezh (g. 1858)
- 1979 : Jean Monnet, politikour gall (g. 1888)