Alkmena
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Alkmena, merc'h da Elektrion, roue Mikenas, a oa gwreg Amfitrion ha mamm Ifikles hag e vreur Herakles e mojennoù kozh Hellaz.
[kemmañ] Hec'h anv
'λκμηνη', a vez distaget Alkmênê, a dalv kement ha «nerzh al loar».
[kemmañ] Ar vojenn
Pa oa he gwaz o vrezeliñ e teuas Zeus, e stumm he gwaz, da gousket ganti. Edo neuze ar wreg o tougen mab an doue en he c'hof. He gwaz neuze a vrazezas anezhi ivez. Pa glevas Amfitrion he doa kousket gant unan all e kondaonas anezhi da vout devet war ur bern keuneud. Saveteet e voe gant Zeus a reas d'ar glav lazhañ an tan.
[kemmañ] He mibien
Daouzek miz e tougas he mibien, abalamout d'an doueez Hera, a glaske mirout ouzh ganedigezh Herakles. Gennet e voe Hera gant Galantis, matezh Alkmena, a roas da grediñ d'an doueez warizius e oa ganet ar bugel a-raok ar c'houlz.
Ganet e voe Ifikles, mab he gwaz, da gentañ, ha Herakles, mab Zeus, en deiz war-lerc'h.
Pa varvas he gwaz ez eas da-heul he daou vab. War-lerc'h marv Herakles e rankas tec'hel da Aten abalamour d'ar gasoni a vage Euristeus, roue Tebai, outi. Pa varvas ar roue-se e voe degaset e benn dezhi, ha dilagadet e voe ganti. Neuze e tistroas da Debai ma vevas pell, ha ma timezas gant Radamant, hag he doe daou vab all gantañ, Eritros ha Gortis. Pa varvas e voe kaset gant Zeus da Inizi ar Re Wenvidik, ha Radamant a voe lakaet da vezañ unan eus tri barner an Ifernioù.