Auschwitz-Birkenau
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Loskaberzh (Holocaust) |
Diazezoù |
---|
Enepyuzevegezh · Gouennelouriezh · Naziegezh Lezennoù Nürnberg · Eutanaziezh T-4 Kampoù-bac'h · Konzentrationslager Roll kampoù-bac’h an nazied · Tric'horn (kampoù bac'h) Gouennlazh |
Yuzevien |
Shoah |
Pogromoù: Nozvezh ar strink |
Ghettoioù an nazied: Ghetto Varsovia, Ghetto Łódź Ghetto Krakovia, Theresienstadt... |
Einsatzgruppen: Babi Yar, Rumbula Lazhadeg Ponary, Lazhadeg Odessa... |
Diskoulm diwezhañ: Kendiviz Wannsee Aktion Reinhard, Ziklon B |
Kampoù-diouennañ : Chełmno, Bełżec Sobibór, Treblinka, Auschwitz-Birkenau |
Rezistañs: Emsav Ghetto Varsovia |
Romed (tsiganed) |
Porajmos |
Slaved |
Generalplan Ost |
Heñvelrevaded ha Lesbianed |
Istor an dud heñvelrevel dindan ren an nazied |
Torfedourien bennañ |
Trede Reich: Adolf Hitler · Reinhard Heydrich Adolf Eichmann · Heinrich Himmler · Rudolf Höss · SS · Gestapo |
Lez-varn Nürnberg |
Auschwitz-Birkenau (poloneg: Oświęcim-Brzezinka) a oa ar brasañ aozadur kendastum ha kamp-diouennañ gant an nazied, savet ganto war zouar kêr Oświęcim (Auschwitz en alamaneg), 60 kilometr eus Kêr Krakovia (poloneg: Kraków), e Polonia, ur vro aloubet gant an Alamaned en amzer-se. Krouet e voe ar c'hamp gant un SS alaman e miz Mae 1940 ha dieubet e voe gant an Arme Ruz d'ar 27 a viz Genver 1945.
Dindan 5 bloaz, e voe kaset da ludu kement ha 1,3 milion a dud, ken gwazed, ken maouezed, ken bugale, ha 900.000 anezhe kenkent ha diskennet eus trenioù ar marv en Auschwitz-Birkenau. Darn a veze kaset d'ar c'hambreier-gaz, darn all lazhet kenkent a daolioù bistolennoù pe fuzuilhoù. Kalz a varve diwar gleñved, diwar ziouer a voued, diwar arnodoù medisined, pe er c'hambreier-gaz war-lerc'h poanioù gouzañvet a bep seurt.
Auschwitz a zo gwelet evel ar brasañ kamp-diouennañ a-viskoazh, anezhañ arouez al lazhadeg vras kaset da benn gant an Nazied, arouez ar gouennlazh ma voe distrujet 6 milion a dud, 90% anezho yuzevien eus pevar c'horn Europa, hag arouez ar Shoah.
[kemmañ] Tri iskamp a oa en Auschwitz:
- Auschwitz I (lazhet ~70 000 den ennañ)
- Auschwitz II Birkenau (kamp-diouennañ lazhet ~ 1.2 milion den ennañ)
- Auschwitz III Monowitz (kamp-labour)
[kemmañ] Roll komandanted ar c'hamp
- Rudolf Höss (Mae 1940 - Du 1943; Mae 1944 - Gouere 1944)
- Heinrich Schwarz, Friedrich Hartjenstein & Arthur Liebehenschel (Du 1943 - 15 Mae 1944)
- Josef Kramer (Mae 1944 - Kerzu 1944)
- Richard Baer (Kerzu 1944 - Genver 1945)
[kemmañ] Anvioù 13 den diwar daou vilion bennak bet bac'het pe lazhet en Auschwitz
- Jean Améry, skrivagner aostrian
- Władysław Bartoszewski, ministr polonat
- Anne Frank hag he mamm Edith Frank
- Viktor Frankl, bredelfennour aostrian
- Kurt Gerron, aktour ha leurenner alaman, lazhet er c'hambroù-gaz
- Imre Kertész, skrivagner hungarat
- Hans Krása, sonaozour tchekoslovakiat, lazhet er c'hambroù-gaz
- Primo Levi, skrivagner italiat
- Edith Stein, santez alaman a orin yuzevek, lazhet er c'hambroù-gaz
- Else Ury, skrivagnerez alaman, lazhet er c'hambroù-gaz
- Simone Veil, politikourez c'hall
- Elie Wiesel, skrivagner amerikan ganet e Treuzsilvania