Burgondia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Burgondia eo an anv a reer eus ar rouantelezh savet gant pobl ar Vurgonded, adalek ar bloavezh 443, en-dro d’o c’hêr-benn Geneva, e-kreiz ur vro a c'holoe darn eus Suis, hanternoz Italia hag un darn eus reter Bro-C'hall a hiziv. Klask a rejont brasaat o rouantelezh, war-zu ar c’hreisteiz ha war-zu ar c’hornôg.
E 534 e voe aloubet Burgondia gant ar Franked, trec'het an diwezhañ roue burgond Godomar, ha staget ar vro ouzh rouantelezh frank diskennidi Merove.
War-dro 880 e oa teir Burgondia:
- rouantelezh Burgondia Uhel, en-dro da lenn Geneva,
- hini Burgondia Izel, e Provañs,
- dugelezh Burgondia e Bro-C'hall.
Unanet e voe an div rouantelezh e 937 ha lonket gant an Impalaeriezh Santel German ha Roman dindan Konrad II e 1032. Evit an dugelezh eo gant Bro-C'hall e voe lonket e 1004.
An eñvor eus rouantelezh ar Vurgonded a chomas bev e-pad pell avat, hag un emskiant kreñv a roio d’o diskennidi, a-hed meur a gantved, pa save bec'h etre rouaned Bro-C’hall ha duged Bourgogn.
Rak diwar an anv Burgondia eo deuet ar ger Bourgogn, goude ma'z eo disheñvel bevennoù an div vro.