Geneva
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Geneva zo ur gêr eus Bro-Suis, war aod lenn Geneva (e galleg lac Leman, e frankoprovañseg; Lèman).
Taolenn |
[kemmañ] Stummoù ar ger
Genava eo ar stumm latin ha Geneva hini ar frankoprovañseg. E yezhoù ofisiel ar vro e skriver Genève e galleg, Genf en alamaneg, Ginevra en italianeg ha Genevra e romañcheg. E brezhoneg e kaver Jeneva ha Genava e geriadur Vallée. Dont a ra ar ger eus ar galianeg, ur ger kar d'ar ger brezhonek genou, abalamour m'emañ Geneva tost ouzh genou al lenn.
[kemmañ] Ur gêr a bouez
Eil kêr Suis eo Geneva ha kêrbenn ar c'hanton. 185 028 a dud a oa enni e 2005, met an dachenn kêriet en dro dezhi, a'n em astenn war kanton Vaud ha departamantoù gall an Ain hag an Haute Savoie, a vev enni 760 000 a dud .
[kemmañ] Istor
Kaezar (De Bello Gallico).
[kemmañ] Degemer
Douar repuidi eo Geneva abaoe pell, dreist-holl abaoe ma voe degemeret enni ar Brotestanted heskinet, evel Guillaume Farel, Jean Calvin pe Théodore de Bèze, ma veze graet ar Roma brotestant anezhi, hag ivez kêr Calvin. E-touez an holl bolitikerien repuet enni menegomp Lenin a-raok dispac'h 1917.
Kalz a aozadurioù etrevroadel zo diazezet e Geneva:
- Aozadur ar Broadoù Unanet (UNO e saozneg, ONU e galleg)
- Ar Groaz Ruz
- Aozadur bedel ar Yec'hed
ha kalz re all.
[kemmañ] Kêrioù gevellet
- Buenos Aires (1991)
- Paris (2002)
[kemmañ] Liorzhoù ha parkoù
310 hektar a zo dindan koad pe geot, da lavarout eo 20% eus douar kêr.
[kemmañ] Liammoù
[kemmañ] Buhez sevenadurel
[kemmañ] Mell-droad
Brudet eo ar c'hleub Servette FC savet e 1890. E 2005e reas freuz-stal.
[kemmañ] Beredoù
Etre 1700 ha 1853, ne oa nemet ur vered e kêr, hini Plainpalais. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1850, e voe krouet hini Châtelaine, hini Saint-Georges er bloavezhioù 1880. Hini kumun Petit-Saconnex zo e kêr abaoe 1931 pa voe ken deuzet an div gumun. E-touez an dud veur beziet e Geneva menegomp Jean Calvin ha Jose Luis Borges.
[kemmañ] Tud veur ganet e Geneva
- Henri Dunant, medisin
- Isabelle Eberhardt, skrivagnerez
- Jacques Necker, homme politikour gall
- Jean-Jacques Rousseau, prederour
- Ferdinand de Saussure, yezhoniour
- Michel Simon, aktour
- Alain Tanner, filmaozour
- Paul-Émile Victor, ergerzhour, gwerinoniour, skrivagner gall
[kemmañ] Gwelout ivez
- Michel Servet
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Gwelet eus an egor gant WikiMapia
- Istor Geneva
- Skridoù diwar-benn ar Brotestantiezh e Geneva (XVI-vet kantved)
- Skridoù diwar-benn ar Brotestantiezh e Geneva (XVII-vet kantved))
- Skrid diwar-benn orin trojan Geneva hag enepskrid
- Geneva deskrivet gant Voltaire en Enkiklopediezh Diderot (XVIII-vet kantved)
- Gweladennerien
- Skeudennoù eus kêr
- Geneva filmet war-eeun
- Luc'hskeudennoù
- Istorioù eus kêr Geneva eus 1910 da 2006
- Geneva, keoded eus ar bed, gant TV5