Erminig
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() M. erminea
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Mustelidae | ||||
Iskerentiad : | Mustelinae | ||||
Genad : | Mustela | ||||
Anv skiantel | |||||
Mustela erminea Linnaeus, 1758 |
|||||
|
An erminig (mustela erminea) a zo un aneval eus kerentiad ar mustelidae. Ur c'higdebrer bihan eo na ya ket da vrasoc'h eget 30 cm. Debriñ a ra konklied, skrignerien, bronneged vihan, evned hag o vioù. Argadiñ ac'hell ivez pesked ha raned pe zoken amprevaned. Mat tre e pign er gwez ha diouto a ac'hell disken e benn da gentañ evel ur gwiñver.
Barrek eo an erminig da lazhañ anevaled vrasoc'h egentañ e-unan. Pa vez muioc'h kig gantañ eget ma c'hell debriñ e vir anezhañ en ul lec'h kuzh. Evel ar mustelidae arall e lazh e breizhoù dre zentañ diaz o c'hlopenn, lec'h m'emañ darn an empenn a gontrol an anal.
E meur a rannvroioù e rann e annez gant ar gaerell hag he-deus an hevelep doare bevañ. Nebeutoc'h niverus eo neuze. Pa n'eus kaerell ebet e vez bihanoc'h an erminig (war-dro 70 g).
Kavout a reer an erminig er rannvroioù klouar ha yen Europa, Azia hag Amerika an norzh; Emporzhiet e oa bet e Zeland Nevez da stourm ouzh ar gonikled. Da noazus eo aet, avat, peogwir hemolc'h a ra evned ar vro ha debriñ a ra o vioù. Douast ma vev e rannvroioù yen en-deus ur c'horf hir na vir ket vat an tommder. Dezhañ e ro tro da heuliañ e breizhoù en o douarenn.
Ur blevad gell en-deus met da wenn e ya e-pad ar goañv er rannvroioù ma vez erc'h. Penn e lost a chom du e-pad ar bloavez a-bezh, avat. E implijout a ra evel un touell evit e breizherien moarvat.
Tachennadel eo an ermining ha difenn a raio e dachennad ouzh izili arall e spesad e-unan, dreist holl ar re ag an hevelep reizh. Meur a zouarenn en-deus ar peurliesañ. Ne gleuz ket anezho, avat. Kemerout a ra anezho digant e breizh. Estreget e-pad an amzer-barañ e vev gantañ e-unanig. Ur wech pep bloavezh en em c'houen. Ar barrezed a bar gant meur a bar hag ar re-mañ na gemer perzh ebet e desavadur ar venned. Hir tre eo an dougen (11 mizvezh) peogwir dizalet e vez annezadur ar groueell er mammoù.
Un aneval-noz e vez an erminig met gallout a ra mont er-maez e-pad an deiz ivez. Dre e c'hwesha e kav e breizhoù dreist holl.