Eszett (lizherenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Eszett pe scharfes s («s lemm») a zo anv ul lizherenn latin ispisial skrivet ß implijet evit skrivañ an alamaneg. N'he deus al lizherenn-mañ stumm ispisial ebet evit ober diouzh ar bennlizherenn.
Diorroet e oa bet al lizherenn-mañ diouzh un s hir (ſ) skrivet stag ouzh un s berr (s) le s pe ouzh ur z.
Implijet eo bet ar skritur ſ+z → ß en alamaneg abaoe ar Grennamzer ha hervez reolennoù reizhskrivañ an alamaneg a-vremañ e vez implijet ß goude ur vogalenn hir ha ss goude ur vogalenn verr, da skouer Fuß (/fuːs/, «troad») ha Fluss (/flʊs/, «stêr»). E Suis hag Liechtenstein avat ne vez ket implijet ken ß abaoe ar kentañ hanterenn an Xvet Kantved, en ur ober gant ss en e lec'h.
Implijet e veze ivez ar skritur ſ+s → ß e lec'h s e galleg pa veze skrivet gant an dorn betek ar XVIIIvet kantved.
![]() |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |