Hakaeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur yezh sinek-tibetek eus skourr ar yezhoù sinaek eo ar hakaeg (客家话, mandarineg: kèjiāhuà, hakaeg: hak-ka-fa/-va) komzet gant tro-dro da 25.725.000 den en holl gant 2,5% eus poblañs Sina (dreist-holl e Guangdong hag ivez e Fujian, Jiangxi, Guangxi, Hunan ha Sichuan) hag e
Brunei (3.000 den), Guiana Gall (5.000 den), Polinezia Gall (19.200 den; 2% eus ar boblañs), Indonezia (Java ha Bali; 640.000 den), Malaysia (985.635 den), Panama (6.000 den), Singapour (69.000 den; 2,9% eus ar boblañs), Surinam (6.000 den), Taiwan (2.366.000 den; 11% eus ar boblañs), Tailand (58.800 den) hag ivez e Moris, Zeland-Nevez, Suafrica, er Stadoù-Unanet hag er Rouantelezh Unanet.
Meur a rannyezh ez eus:
- Raopingeg (yue-tai, raoping pe meixian): talvezout a ra da yezh unvan e Taiwan
- Yueeg ar c'hreiz (yue-zhong): kreiz Guangdong
- Yueeg an norzh (yuebei): norzh Guangdong
- Tingdjoueg (tingzhou pe min-ke)
- Longnaneg (longnan pe ning-long)
- Yugoueeg (yugui)
- Tongoueg (tonggu)
e Taiwan
- Hailoueg (hailu pe hoiluk)
- Sancheneg (shige pe sanhsien)