Hyperion
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Hyperion pe Hiperion a oa un Titan, mab da Ouranos ha da c'h-Gaia.
Taolenn |
[kemmañ] E anv
E gregach eo Ὑπερίων / Hyperíôn hag e talv kement hag « an hini a ya war-benn (pe war-c'horre) ») )
[kemmañ] Ar mojennoù
Gant e c'hoar Teia e c'hanas Helios, an Heol, Selene, al Loar, Eos, tarzh an deiz. kement-se a zo bet kontet gant Hesiodos.
Koulskoude, hervez Diodor a Sikilia, ne oa nemet un den ordinal deuet da vout roue an Atlanted dre zimeziñ gant e c'hoar Basilea merc'h henañ Ouranos ha Gaia.
E vreudeur, an Ditaned, tud varvel anezho ivez d'ar c'houlz-se, a dage gant ar warizi o welet pegen brav ha pegen vertuzus e oa bugale Hiperion. Un deiz e teuas c'hoant dezhe da lazhañ Hiperion ha beuziñ Helios er stêr Eridan. Pa glevas Selene e oa bet lazhet he breur en em daolas diwar lein he falez gwer. Basilea a zeuas da vout foll hag a veze gwelet o kantren dre ar maezioù. Mont a reas diwar c'horre an douar pa glevas e oa deuet Helios ha Selene da vout doueed.
[kemmañ] An heol
An heol en-eeun eo Hiperion gant Homeros ha barzhed all a-raok Hesiodos . Neuze eo Euryphaessa eo anv e wreg.
[kemmañ] El lennegezh
Hiperion zo ivez:
- anv ur meurgan gant ar barzh saoz John Keats
- anv ur romant gant an amerikan Dan Simmons.