Homeros
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Lavaret e vez e oa Homeros (gresianeg, Ὅμηρος : Hómēros) ur barzh eus penn diwezhañ an VIIIvet kantved kent J.K. Ar barzh Gres kentañ zo deuet e oberennoù betek ennomp. Didro-kaer e veze graet "ar Barzh" anezhañ gant ar Re Hen. Skrivañ a reas Victor Hugo diwar e benn en e skrid William Shakespeare : "Ganet eo ar bed, Homeros a gan. Evn sklêrijenn an deiz eo hennezh".
Ha daoust hag-eñ e voe anezhañ ? pe simpl-ha-simpl e vodas e anv meur a varzh war an diwezhañ : diaes eo da soñjal.
Taolenn |
[kemmañ] Petra e oa e vuhez ?
Sañset e oa dall Homeros hervez ar c'homzoù kozh. Harpet eo ar fed gant daou dra e-barzh ar skridoù Homeros. Da gentañ eo dall ar barzh Demodokos a zeu war wel en Odisseia a-benn kanañ danevelloù ar brezel Troia. Da c'houde, diwar e benn e lavar Delien, oberer ar c'han Homeros da Appollon (Kanoù Homeros a voe kanoù deroet da Homeros) : "Un den dall eo, a zo o chom e C'hios roc'hellek".
Koulskoude en deus merket Martin P. Nilsson, e-barzh Homer and Mycenæ (1933), e veze graet "tud dall" da gustum gant ar varzhed, e broioù zo eus ar Slaved. Kollet ar gwelet : broudet an eñvor sañset. Er c'hevredigezhoù hen ivez e veze un den dall evel un arouez : an hini a wel an disgwel dreist, ne wel ket hemañ drezañ e-hunañ. Evel korf un doue eo. Skwerioù zo : lakaomp Tiresias pe Oedipus. An hini kentañ skoet dall abalamour d'ur vallozh, roet dezhañ avat galloud an divinour evit kempouezañ. An eil zo skoet dall pa krog da welet ar wirioniez : pezh a zigas anezhañ d'ur seurt santelezh. Marteze eo dallentez Homeros eus ar seurt-se.
Eus a C'hios, Smirna, Kyme pe eus a Kolofon e vefe Homeros hervez tabutoù bet etre tud ar c'hêrioù-se en Ionia. Lukian eus a Samosata (tro-dro120–goude 180), e-barzh e skrid Istor gwir (II, 20), a rae ur babilonian eus Homeros, kaset evel un ostaj (e gresianeg homêros) e-touez ar C'hresianed, setu deuet e anv. Proklus, prederour ha den gouieziek (412–485), a echuas ar c'haozioù en e skrik Buhez Homeros, gant al lavarenn : hemañ a voe ur sitoian d'ar bed da gentañ.
A-benn ar fin n'ouzomp ket kalz a draoù diwar-benn Homeros nag e vuhez. Deuet eo eizh skrid war e vuhez betek ennomp, deroet e gaou da bPlutarc'hos, da Herodotos. Evit gwir e vefent eus an oad kristen ha n'heller ket krediñ enno.
[kemmañ] Petra eo e oberennoù ?
Lakaet e vez war e gont da vezañ kompozet An Iliada hag An Odisseia. Savet en dije an hanez farsus Batrachomyomachia (emgann etre raned ha logod, An Iliada luadennet) ha Kanoù Homeros daoust ma vezont gwelet evel pezhioù deveret goude ma varvas.
E-pad an Henamzer, dre vras e klote an anv Homeros gant ar varzhoniezh hanez en he fezh.
Adalek Platon hag Aristoteles e voe harzet d'an daou hanez kentañ.
[kemmañ] Penaos e savas e oberennoù ?
[kemmañ] Penaos e vezont deuet betek ennomp ?
[kemmañ] Petra eo ar yezh Homeros ?
[kemmañ] Hag un istorour eo Homeros ?
Soñjal a rae ar skriverien en Henamzer e kane Homeros pezh a zegouezhe en gwir, hag e voe eus Brezel Troia. Lavaret e veze ganto ivez pezh a lavaras Odisseus (Ulis) d'ar barzh Demodekos (Od., VII, 489–491) :
« Kanañ a rez brav-kaer planedenn ar C'hresianed,
Kement hag a voe graet, anduret ha gouzañvet gant Tud Argos,
Evel un den en defe bevet o istor, desket digant unan bennak all d'an nebeutañ ! »
En XIX vet kantved c'hoazh, a-benn kavout al lec'hioù diskrivet e-barzh an hanez, setu Heinrich Schliemann da gregiñ e furcherezh en Azia Vihanañ. Pa zizoloas dismantroù ur gêr anvet Troia, ha re unan all Mikenae e soñjed degas prouiñ komzoù Homeros : ha setu e vije bet adkavet maskl aour Agamemnon, skoued Ajaks, hanaf Nestor ha kemend-all. Hevelebiñ a rejont ar gevredigezh kanet gant ar barzh ouzh ar sevenadur Mikenae.
[kemmañ] Mont da welet ivez
[kemmañ] Pennadoù nesañ
- Troet eo ar pennad diwar ar bajenn c'hallek eus an 11 a viz Mezheven 2006, pennad enoret evit e dro d'an 18 a viz Gwengolo 2004. Aet eo bet diouti a-wezhioù : Pennad Homeros e galleg
[kemmañ] Skridoù diwar e benn
[kemmañ] Danvez dre vras
- Pierre Carlier, Homère, Fayard, 1999 [e galleg].
- Jacqueline de Romilly, Homère, PUF, dast. « Que sais-je ? » n° 2218, 1999 (pevare embann) [e galleg].
- Monique Trédé-Boulmer, La littérature grecque d'Homère à Aristote, PUF, dast. « Que sais-je ? » n° 227, 1992 (eil embann) [e galleg].
[kemmañ] Ar bed pa oa bev Homeros
- « La Méditerranée d'Homère. De la guerre de Troie au retour d'Ulysse », Les collections de L'Histoire, n° 24, Gouhere-Gwengolo 2004 [e galleg].
- Moses Finley, Le monde d'Ulysse, Maspéro, 1969 [e galleg].
- Pierre Vidal-Naquet, Le monde d'Homère, Perrin, 2000 [e galleg].
[kemmañ] Studioù arbennik
- Louis Bardollet, Les Mythes, les dieux et l'homme. Essai sur la poésie homérique, Belles Lettres, dast. « Vérité des mythes », 1997 [e galleg].
- Pierre Chantraine, Grammaire homérique, Klincksieck, dast. « Tradition de l'humanisme », levren. I ha II, 2002 [e galleg].
- Geoffrey S. Kirk, The Songs of Homer, Cambridge University Press, Cambridge, 2005 (embann kentañ e 1962) [e saozneg].
- Gregory Nagy [e saozneg] :
- Homer's Text And Language, University of Illinois Press, 2004
- Homeric Responses, University of Texas Press, 2004
- Adam Parry (embanner), The Making of Homeric Verse: The Collected Papers of Milman Parry, Oxford University Press, 1971 [e saozneg].
- Jacqueline de Romilly, Les Perspectives actuelles de l'épopée homérique, PUF, dast. « Essais et conférences », 1983 (kentel kelennet er C'holej Frañs) [e galleg].
[kemmañ] Liammoù a-ziavaez
- Homerica gant ar Skol-Veur Stendhal (Grenoble-III)
|
O treiñ ar pennad-mañ emeur
→ Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar bajenn gaozeal; evit kenderc'hel da dreiñ klikit war kemmañ ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennoù chomet en ur yezh all.
|