Iason
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Jason (Ἰάσων / Iásôn e gregach) a oa mab da Aeson, roue Iolkos (hiriv Volos) e Magnesia (e bro Tessalia), met an tron a oa bet kemeret gant lezvreur Aeson, anvet Pelias.
Jason a oa bet kaset da bell da vezañ skoliet gant an den-marc'h Chiron. Un orakl en doa kontet da b-Pélias e vije lazhet gant ur gourvab bennak da Aiolos (mab da Hellen) a deuje d'e gaout gant ur votez hepken ouzh e droad. Dont a reas an diougan da wir pa zegouezhas Jason, deuet d'e vent, e Iolkos da c'houlenn e hêrezh; kollet e oa bet gantañ ur votez en ur reiñ skoazell d'ur wrac'h (a oa an doueez Hera gwisket e truilhoù) da dreuziñ ur stêr. Pelias a brometas reiñ an tron dezhañ gant ma teuje en-dro gant ar maoutken aour a oa e Kolchida.
Neuze ez eas Jason war al lestr Argo gant un hanter-kant haroz all, an Argonaoted, da gerc'hat ar Maoutken aour.
Erru e Kolkida e skrapas ar Maoutken Aour gant skoazell Medea, merc'h ar roue Éétès un hudourez a zimezas gantañ. Distro e Tesalia e kav e dad marv, lazhet gant Pelias. Eson zo dialet gant Medea, met Akast, mab da b-Pelias, o c'has kuit. Hag int en harlu e Korintia. Eno Jason a zilez Medea da zimeziñ gant Kreusa, merc'h ar roue Kreon. Medea a gas an dorzh d'ar gêr gant lazhadeg Kreusa hag he zud, hag ouzhpenn hini ar vugale he deus bet gant Jason, Feres ha Mermeros). Ha Jason en em lazh goude.
[kemmañ] Liamm diavaez
(da echuiñ)