Kaerell-vras
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
M. foina
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Mustelidae | ||||
Iskerentiad : | Mustelinae | ||||
Genad : | Martes | ||||
Anv skiantel | |||||
Martes foina Erxleben, 1777 |
|||||
|
Ar gaerell vras (Martes foina) a zo ar spesad a vart boutinañ en Europa ar c'hornôg. Ar gaerelled bras o-deus ur c'horf hir ha moan gant karioù berr hag ul lost hir ha blevek. Tizhout a reont 40 - 50 cm ha 2 kg. Gell eo o blev gant un dachenn wenn war o gouzoug a ro tro d'o disheñveliñ diouzh mart ar pin.
Ar gaerelled bras a vez alies o chom e kelc'hiadoù annezet, wechoù'zo er grignoloù. He c'havout a reer ivez er maez daoust m'en em ziwall ouzh al lec'hioù digor. An holl Europa ha kornôg ha kreiz Azia a c'holo hec'h annez. Bez ez eus ur boblañs vihan e Wisconsin ivez. Diskenn a ra eus tudennoù miret evel anvealed-ti a oa bet achapet. Un aneval-noz eo. Kousk a ra e-pad an holl zeiz ha hemolc'h a ra er serr-noz. Debriñ a ra broneged vihan, buzug ha frouezhioù. An evned-porzh a c'hell argasiñ ivez.
An amzer-barañ a bad eus ar miz Even beteg ar miz eost hag en nevez-amzer e vez ganet ar venned. Etre daou ha pevar o-deus ar barrezed.