Kazh ar janglenn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() Felis chaus
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Felis | ||||
Anv skiantel | |||||
Felis chaus Schreber, 1777 |
|||||
|
Kazh ar janglenn (Felis Chaus), anvet liñs ar geunioù daoust ma n'eo ket ur c'har dal liñs tamm ebet a zo ur c'hazh bihan (70 cm) gant ul lost berr a-walc'h (war-dro 30 cm). Liv e vlevad a zepant eus an isspesad. Mellenn-gell pe ruz-gell e vez ar peurliesañ. Tra ma c'hellwelet barenn war greoñ ar c'hizhierigoù e yeont da get pa vrasaont. Begek eo e zivskouar, evel re al liñs, ar pezh a zispleg e anv.
Kazh ar janglenn a gaver e Egipt, e Azia ar c'hornôg, e India, e Sri-Lanka hag e Azia ar gevred. Variant eo e annez met bevañ a ra er savanennoù, hag er koadegoù trovanel sec'h. Manout a ra er c'hoadegoù glaviek, avat.E ranvroiù'zo e teu tost tre ouzh ar c'heriadennoù ha galloud a ra chom e tiez dilezet zoken. E gavout a reer betek 2500 m, met boutinoc'h eo er blaenenn.
Skrignerien ha evned a hemolc'h dreist holl. Ar re a vev e-kichen an dour a c'hell neual da dapout pesked. E-pad amzer ar rud e harzh ar piri evel kon bras. En erreoù e warez ar piri ar c'hizierigoù muioc'h eget ar barezed pe biri ar spesadoù kazh arall.
War stagadenn II ar CITES emaint meneget ha n'int ket kavet en arvar daoust dezho bezañ hemolc'het evit o c'hreoñ.
[kemmañ] Ispesadoù
- Felis chaus chaus
- Felis chaus affinis
- Felis chaus fulvidina
- Felis chaus kelaarti
- Felis chaus kutas
- Felis chaus nilotica
- Felis chaus prateri