Ki-dour ar C'hap
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Mustelidae | ||||
Iskerentiad : | Lutrinae | ||||
Genad : | Aonyx | ||||
Anv skiantel | |||||
Aonyx capensis Schinz, 1821 |
|||||
Statud CITES : | Stagadenn II , Amzeriad adwel dianav |
||||
|
Ki-dour a C'hap (Aonyx capensis) a zo ur c'hi-dour afrikan a gaver e-kichen stêrioù Senegal betek Afrika ar Su.
Taolenn |
[kemmañ] Perzhioù fizikel
Heñvel a-walc'h eo ki-dour ar C'hap ouzh an aoniks. Ur c'horf hir en-deus gant karioù berr. Garioù a-raok a zo kalz berroc'h eget ar re a revr. Skilfoù ebet a zo gantañ, ar pezh a laka anezhañ da wevn tre.
Ur blevad gell-du en-deus gant ur c'hof sklaeroc'h ha, wechoù'zo, ur tachadenn gwenn ledan war ar gouzoug. C'hwek tre eo e greoñ hag, er c'ontrol d'ar c'hi-dour mor, n'en-deus gwiskad lard ebet dindan e groc'henn. Muzuliañ a ra etre 40 ha 71 cm ha pouezañ a ra etre 13 ha 34 kg. 11 a vloavezhioù a c'hell bevañ en ereoù
[kemmañ] Annez
E meur ag endroioù vev ki-dour ar C'hap. E gavout a reer er plaenennoù, er c'hoadegoù glaviek pe er rannvroioù sec'h. An dra-nemetañ eñ-deus ezhomm a zo ur c'horf a zour. E-kichen ar mor e c'hell bevañ ivez.
[kemmañ] Emzalc'h
Debriñ a ra ki-dour ar C'hap kranked ha krestenenneg vihan dreist holl. Ne hemolc'hont ket ar pesked. O favioù a implijont da gavout ha da dapout o freizhoù el lec'hid. Gant mein e reont da derriñ ar c'hregin.
Bevañ a ra ki-dour ar C'hap e strolladoù-familh bras. Pep penn endeus un dachenn dezhañ e unan (17 km² evit ar piri, 14 km² evit ar barezed) met gant tout an anevaled eus ar strollad e vez difenet. Ganto o-unaning e tesav ar barezed ar re vihan met en-o-c'hichen e chom ar piri.
Darn vrasañ e amzer e tremen ki-dour ar C'hap en dour. C'hoarier tre ez eo ha plijout a ra kalz dezhañ embregata bizhier ha mein. Un aneval-noz eo dreist holl, met galloud a ra mont er-maez e-pad an deiz wechoù'zo.