Stêr
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Un dourredenn naturel eo ar stêr hag e gas e dour eus he mammenn (pe he andon) betek mont en ur stêr all pe betek tizhañ ar mor. En ur draonienn emañ ar stêr hag al lec'h m'emañ o red ennañ a zo an naoz.
Dre astenn (n'eus ket un aber e pep kroas-dour), al lec'h ma mesk e dour ar stêr en ur stêr all a zo ar c'hember (ken+aber). Un adstêr eo ar stêr a ya e-barzh ur stêr ledanañ. Skouer : Un adstêr d'al Liger eo an Erzh.
Ledanoc'h eo ur stêr eget ur gwazh pe ur froud (Sell ouzh ar pennad Dourredenn).
Stêranvadurezh eo anv ar c'helenn a zo e bal studiañ anvioù ar stêrioù hag o gerdarzh (o orin).