Loeiz an Deol
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Loeiz Iañ, dezhañ lesanv "an Deol" pe "an Devot" (ganet e 778, Chasseneuil Gironde Bro-C'hall - marvet d'an 20 Mezheven 840 e-kichen Mainz Alamagn) a oe ur bugel bihan pa oe kurunnennet roue Akwitania (781-814) ha e yeas da impalaer ar C'hornôg (814-840) goude marv e dad, Karl Veur. Ne oe ket sioul e ren pa tleas difenn unvanidigezh an impalaeriezh. Taget e oe e diriadoù gant an Normaned eus un tu ha gant ar Vrezhoned eus un tu all. Klask a reas e vibien dezhañ hag e wizien mont a-enep e veli. Meur a vrezel en deus graet evit harzañ an tagadennoù.
[kemmañ] Istor
E 813 e fizias an impalaeriezh a-bezh d'an hini nemetañ eus e vibien chomet bev Karl Veur ha e oe kurunnenet Loeiz gant ar Pab Steven VII e 816 e Reims.
Gant e wreg Ermengard a Hesbaye e c'hanas 3 vab : Loter, Loeiz ar German ha Pepin a Akwitania. E 817 e tivizas Loeiz ma vo rannet an impalaeriezh etre e tri vab ha diwar-se e yeas kounnar e spered e niz Bernard a Italia. Kastizet e oe gant Loeiz pa vo bac'het Bernard hag broudet e daoulagad. Keuz en deus bet Loeiz an Deol eus e gondu ha morc'hediñ a reas dezhañ pa gouzañvas ur binijenn foran e Attigny (Aisne) e 822. Divrudet e oe an impalaer diouzh an ober-mañ.
Goude marv Ermengard e 819, e yeas Loeiz da zimeziñ gant Judit a Vayern a roas ur mab all dezhañ, Charlez (Karl), ganet e 823 hag e vo roet ar Moal evel lesanv. Pa klask Judit ma yelo e vab da impalaer e-unan e sav reuz diwar ar vibien henañ ha n'int ket plijet ma vo chañchet ar rannadur divizet en-araok.
E 829 e chañch an dasparzhadur Loeiz, met e vab Loeiz ar German a vod ur bochad aotrouniezh evit goulenn ma chomo unanet an impalaeriezh. E 830 e redias Loeiz an tri vab kas Judit d'ar gouent ha dispenn an impaleriezh e pevar rouantelezh. E 833, an tri vab henañ a gas Loeiz, Judit ha Charlez en toull-bac'h. Rediet eo Loeiz ober pinijenn e Soissons ha lammet e oe e ditl a impalaer digantañ. Troet spered an dud endro ha disrannet talbenn ar vreudeur e kemeras Loeiz e ditl endro. Embann a reas ma vo roet ur rouantelezh bras d'e vab diwezhañ. Goude e varv e adkrogas an tabutoù etre ar vibien.