Kaozeadenn Implijer:Lughaidh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Salud, Lughaidh, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Lughaidh. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae |
||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war ar pajennoù ar wiki |
||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl |
||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Ti-chopin Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all |
||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia |
||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton zo war ar skeudenn. Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
Spi hon eus az po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. Fulup 16 Gen 2007 da 07:00 (UTC)
[kemmañ] reizhadennoùigoù yezh
Gwelet am eus eo bet reizhet/kemmet ganit traoùigoù yezh evel hennezh:
- Testenn orin
- "Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn c'hresianek К."
- Testenn kemmet
- "Diorroet e oa bet diwar batrom al lizherenn c'hresianek К.
Desket am boa, avat, e vez graet ar c'hemmadur goude an araogenn "war" pa deu war he lerc'h un anv-kadarn eeun nemetken da skouer, "War varc'h", da lâret eo "war marc'h ma zad" ha n'eo ket "war varc'h ma zad". Ha ne vefe ket heñvel gant "diwar"?
A galon, --Neal (Kaozeal) 21 Gen 2007 da 08:45 (UTC)
-
- Ya, gwir eo. Ne'm boa ket soñj eus an dra-se peogwir ne vez ket kavet ar reolenn-se e-barzh ma rannyezh naturel... Trugarezzzz !
- Lughaidh 10 C'hwe 2007 da 19:41 (UTC)