Kaozeadenn Implijer:Neal
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Evit kaozeal ganin evel merour klikit amañ. |
Disklêriadur personel Goude an tagadennoù personel bet graet em c'heñver e fell din sevel an disklêriadenn bersonel-mañ evit klask sklaeraat an traoù un tammig. Da gentañ-penn eo ret ober an diforc'h etre ma labour evel merour ha ma labour evel implijer. Sevel ur bajenn arbennik (amañ) am eus graet evit ober war-dro traoù a denn d'ar wikipedia ha graet ganin evel merour hag evit gallout sinañ evel merour ha n'eo ket evel implijer hiniennel:
Betek-hen ma labour merañ en deus tennet da:
Labourat kalz am eus graet war ar raktres-mañ abaoe amzer hir a-walc'h zo, ken evel merour hag evel implijer, hag aet on skuizh gant an implijerion hag a gav mat tagañ an dud ez-personel bewech ma c'hoarvezh un dra na blij ket dezhe. Met ne vefont ket trec'h warnon rak priziusoc'h eo evidin lakaat ar wikipedia da vont war-raok evel am eus bet klasket ober abaoe un nebeut bloavezhioù dija. --Neal 7 Du 2006 da 16:37 (UTC) |
Article requests / Pedadennoù Translation requests for religion-related articles will be immediately removed. Diverket e vo raktal pedadennoù evit treiñ pennadoù a denn d'ar relijion. |
[kemmañ] Dielloù
Diellaouet eo bet ar c'haozeadennoù kent dre demoù amañ
[kemmañ] goulaeg
Salud dit. E pennad Kongoeg e lenner ez eo ar c'hongoeg "diazez ar goulaeg (gullah)" (ur yezh kaozeet gant Amerikaned du e su ar Stadoù Unanet). Met e pennad goulaeg ez eus anv eus ur yezh eus Afrika (Soudan, Tchad) anvet gula e saozneg. An hevelep anv brezhonek zo bet roet da ziv yezh disheñvel, gullah ha gula.--Llydawr 15 Mez 2006 da 19:52 (UTC)
trugarez. klask a rin ober war e dro.--Neal 16 Mez 2006 da 08:21 (UTC)
gullah kaset da > goullaheg Neal (Kaozeal) 1 C'hwe 2007 da 15:12 (UTC)
[kemmañ] Atchoumaweg
'M eus aon e kaver div wech ar memes pennadoù dindan anvioù disheñvel:
Atchoumaweg/Atchoumawieg, Atsougeweg/Atsougewieg
Yezhoù palaihnihaneg/Yezhoù palaihnihek.
--Llydawr 7 Gou 2006 da 16:48 (UTC)
[kemmañ] kartenn ar wikipedourien
- Setu, emaout warni ! s.o. : Wikipedia:Kartenn ar Wikipedourien. Fulup 9 Kzu 2006 da 13:11 (UTC)
[kemmañ] Cuisine Breizh-Isel
- Lakaet ez poa ar pennad-mañ war roll ar pennadoù da ziverkañ war zigarez e oa e doubl. Ne gavan ket ar pennad all avat. Lavar din evit ma c'hallfen e ziverkañ. Fulup 9 Kzu 2006 da 19:39 (UTC)
[kemmañ] Indonezeg
- Krog on da reiñ un tamm skubellenn er roll pennadoù da nullañ. Ur bern goulennoù a oa chomet direspont. Diverket em eus ar pennadoù Bahasa Indonesia ha Bahasa Indonezia evel oa bet goulennet. Plantet em eus tout ar boued e traoñ ar pennad Indonezeg. Marteze e c'halli adkempenn ar pennad evit ma vefe un tamm poellekoc'h bremañ. Trugarez en a-raok. Pa soñjan bremañ, marteze ne vije ket bet fall mirout ar pennadoù "Bahasa Indonesia" ha "Bahasa Indonezia" memes tra ha sevel adkasoù war-du Indonezeg. Petra soñjez ? Fulup 9 Kzu 2006 da 21:28 (UTC)
Savet an adkasoù evit aezaat ar c'hlaskoù ha kempennet ar pennad da vat. --Neal 10 Kzu 2006 da 11:01 (UTC)
[kemmañ] Reizhañ
goût mat a ran e plij dit reizhañ fazioù yezhadur, bizskrivañ hag all, ha n'eo ket dre fent a lâran met a galon vat (kalz e plij din hen ober hag hen ober a ran a vicher e galizeg..., neuze da gompren a ran, souzhusat tra!). boñ, ul labour ramzel a van war ar stren evit tud a blij dezhe seurt labour - ar pennadoù nevez-krouet ganin (kavet e vo ar roll klok war ma fajenn bersonel) o tennañ da vont-en-dro ar wikipedia. n'eo ket ret bezañ a-du gant un destenn penn-da-benn evit gallout he reizhañ evel-just, h marteze dre o lenn aketusoc'h-aketusañ e savoù gwellaennoù a c'helli degas ivez. ma sav kudennoù gant an tremenoù, laka ur gerig war ar bajenn gaozeal kentoc'h evit o c'hemmañ war-eeun mar plij ma tibabez stgañ gant al labour-se. a-galon --Neal 10 Kzu 2006 da 17:50 (UTC)
Faziet out, ne blij ket din reizhañ ar fazioù, traoù all a c'hallfen ober. Nemet kavout a ran dereatoc'h ur skrid difazi, souezhus 'keta, e-barzh un dra a embann bezañ un holloueziadur (ha n'eo ket ur geriadur, evel am eus desket). Ne rin se avat nemet er pennadoù a labourin warno (a-wechoù pa respontin d'ur pennadig en ur bajenn bersonel) ... ha gant ma komprenin anezho. Hag er re a blijo din. N'in ket war-dro pennadoù ha ne blij ket din o danvez, nag ar gerioù dibabet enne, se zo sur. A galon. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2006 da 18:02 (UTC)
- trugarez evit bezañ respontet din. ur c'hinnig ne oa ket hag ar gwir da nac'hañ evel-just direbech ha tra.
--Neal 10 Kzu 2006 da 18:34 (UTC) Skouer: Odisseia. Ne gomprenan netra. Diaezamant war-wel, n'in ket war-dro an danvez ken. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2006 da 18:52 (UTC)
- ha petra en deu ar pennad da welet ganin? n'em boa nemet reizhet liammoù diabarzh warnañ? n'out ket rediet d'ober war-dro an danvez na war-dro hini ebet. --Neal 10 Kzu 2006 da 19:14 (UTC)
[kemmañ] Salut dit
Meur a wezh em bez gwelet an taolennoù az peus graet diwar-benn ar gresianeg (kozh ha nevez) ha trugarez dit da vont war douarioù ken sec'h (a gav din. N'on ket evit gouzout ez resis ha mat pe mat-tre eo da labour. Talvoudus forzh penaos eo.
Pezh a soñjan d'an nebeutañ eo diwar-benn ar gerioù/anvioù deuet e brezhoneg : gwell eo gerioù & anvioù aes a-walc'h da zistagañ.
Ha daoust na blij ket din tamm ebet Odisseia (2 s + EIA), Odisseus (2 s), Iliada (perak un A e fin ar ger ?), em eus graet a-benn doujañ da pezh a oa bet arroudennet en holloueziadur. MP 10 Kzu 2006 da 20:57 (UTC)
Respontet hiroc'h amañ. --Merour (N) 11 Kzu 2006 da 08:34 (UTC)
Salud dit ivez. N'ouzon ket petra eo ar c'hentelioù a venegez war ur bajenn all. Ma ne blij ket dit ar reizhadennoù a lakaan amañ hag ahont, evel un toullad re all, n'eo ket diaes lavaret din war-eeun: gouzout a rin da belec'h chom hep mont, netra ken. Koulskoude n'eus ket pell e oas o kinnig din reizhañ traoù all a gredan. Pe treuzkomprenet em boa. N'eus forzh. A galon. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2006 da 17:02 (UTC)
- N'eo ket ar reizhadennoù a displij din, met ar c'hentelioù a deu gante...
--84.78.78.41 11 Kzu 2006 da 18:31 (UTC)
-
- Ne oa ken goul! Sklaer evel lagad an naer! Neuze ne vo ket ken. Hag evel just ne roi ket ivez. A galon.Bianchi-Bihan 11 Kzu 2006 da 18:42 (UTC)
[kemmañ] Kemenn: deuit da reiñ o ali diwar-benn stumm anvioù divoutin gresianek
Dedennet e c'hellfes bezañ gant an evezhiadennoù (ha dreist-holl goulennoù) bet embannet gain war bajenn an ti-chopin (amañ[1]) evit klask bouetañ ar gomz diwar-benn ar stummoù da vezañ implijet war ar Wikipedia evit envel pennadoù pennañ o tennañ da anvioù divoutin gresianek. Poent bras e vefe d'am soñj klask labourat a-stroll ha dont a-benn da dizhout un emglev war an dachenn-mañ a-raok mont pelloc'h. Seul vuioc'h a dud a deuio da reiñ o ali ha da degas o skiant-prenet, seul binvidikoc'h e vo ar gomz ha seul aezetoc'h war-lerc'h lakaat an emglevioù tizhet da dalvezout evit mad ar raktres. --Neal 12 Kzu 2006 da 09:52 (UTC)
- D'am soñj e vije gwelloc'h sevel ur bajenn tabut a-ratozh evit kement-mañ... Ha kelaouiñ e Porched ar gumuniezh... Benoni 12 Kzu 2006 da 10:07 (UTC)
- gwell e vefe met c'hoant am eus klask chom hep ar reuz a oa savet diwar an afer envel all... ma teu an dud da skrivañ kalz (marteze ne duio hini ebet da rein he/e oñj!) e vo tu sevel ur pennad a-ratozh. e gwirionez avat n'eus nemet ur gaozeadenn betek-hen e ne oarn ket re petra lakaat war ar pennad pennañ stag ouzh ar bajenn-gaozeal-se!--Neal 12 Kzu 2006 da 10:11 (UTC)
- War ar bajenn e vo tu lakaat ur vot war un diviz hollek war treuzkrivadur war ar wiki-mañ eus an anvioù divoutin a orin gresianeg... Met dit eo da welet. N'on ket arbennig war seurt kudennoù... Benoni 12 Kzu 2006 da 10:18 (UTC)
- gwell e vefe met c'hoant am eus klask chom hep ar reuz a oa savet diwar an afer envel all... ma teu an dud da skrivañ kalz (marteze ne duio hini ebet da rein he/e oñj!) e vo tu sevel ur pennad a-ratozh. e gwirionez avat n'eus nemet ur gaozeadenn betek-hen e ne oarn ket re petra lakaat war ar pennad pennañ stag ouzh ar bajenn-gaozeal-se!--Neal 12 Kzu 2006 da 10:11 (UTC)
Labourat a -sroll en un tu, mat. Dit da welet, aiou! Dit d'ober ar pennaoù ivez neuze. Ec'h an da labourat etrezek ul lec'h all. Bianchi-Bihan 12 Kzu 2006 da 13:37 (UTC)
[kemmañ] Merour nevez
Ok, mat eo din, Benoni 14 Kzu 2006 da 23:38 (UTC)
[kemmañ] LFE saoznek
Salut,
n'on ket evit treiñ notennoù 1 ha 2 diwar ar saozneg.
me 'fellfe din ober kemend-all evit ar brezhoneg : un daolenn zo bet savet dija ? MP 16 Kzu 2006 da 15:05 (UTC)
[kemmañ] MP
Salut, Ur gemenadenn 'm eus laosket dit war da bajenn merour. Ur gudenn bras 'm eus gant MP. Kavout a ran hag e doare ober a zo ur seurt spam: krouiñ ur patrom a lakaat anezhañ war lerc'h war degadoù a bajennoù, ha bewech e lerc'h ma vo gwelet ar gwellañ: e laez ar bajenn!!! Hag ouzhpenn-se e teu da vezañ tagus diouzhtu pa vez klasket lammañ kuit e spammoù! Kavout a ran didereat seut emzalc'h... Petra soñjez? A galon, Benoni 17 Kzu 2006 da 09:37 (UTC)
[kemmañ] Benoni
Kavout a ran divergont komzoù ar paotr-se. Ha ma cheñchamantoù zo spammoù bremañ. Petra eo ar patromoù em bije plantet e degadoù a bajennoù ? MP
Respontet eo bet en un doare hollek dija amañ. --Neal 17 Kzu 2006 da 12:05 (UTC)
[kemmañ] Hei hei
Hei Neal,
You wrote something in Breton on my personal user page… What have you written? Di verre, eg snakkar ikkje bretonsk…
[kemmañ] Patrom nevez
Trugarez evit da batrom nevez. Kaset 'm eus cheñchamantoù bihan. Emichañs n'out ket chalet...Benoni 17 Kzu 2006 da 20:37 (UTC)
- Mat eo. N'on ket chalet na tamm ebet. Pa vez kemmet an traoù evit o gwllaat n'eus kudenn ebet. Ha plijout a ra dit?
--Neal 17 Kzu 2006 da 20:53 (UTC)
- Ya, graet eo mat tre! Benoni 17 Kzu 2006 da 20:58 (UTC)
[kemmañ] Wikipedia n'eo ket ur geriadur
Ha ma krogfemp a-dalek bremañ da gas ar pennadoù "geriadurel" davet ar wikeriadur? Marteze e vo dihunet evel-se ar raktres-se ouzhpenn-se. D'an nebeutañ e vo krouet un nebeut pajennoù...;-) Benoni 18 Kzu 2006 da 18:15 (UTC)
- Dispar! Biskoazh kaeroc'h soñj! Evit dihuniñ ar brezelioù, n'eus ket tu da gavout gwelloc'h. Nedeleg laouen ha peoc'h war an douar. Bianchi-Bihan 18 Kzu 2006 da 18:25 (UTC)
- Savet 'vez brezelioù a seurt se gant tud na doujont ket ouzh ar reolennoù ha n'eo ket gant ar re a glask o lakaat e pleustr. Betek-hen out-te an hini nemetañ o kaozeal diwar-benn brezelañ... A-du penn-da-benn gant ar c'hinnig a-hendall - bouteaet e vo ar raktres Wiki all hep "distrujañ" pennad ebet.
--Neal 18 Kzu 2006 da 20:02 (UTC)
[kemmañ] St Erth / Lannudhno
Daou lec'h disheñvel eo Lannudhno (saozneg: St Erth), bourk ar gumun, ha Lannudhno Pras (saozneg: St Erth Praze), unan eus kêriadennoù parrez Lannudhno. A galon, --J. Pokorny 20 Kzu 2006 da 18:07 (UTC)
-
- Ty a wra usya orgraf Nance avellof - da lowr yu henna! --J. Pokorny 20 Kzu 2006 da 19:43 (UTC)
Gracinhas.Bianchi-Bihan 21 Kzu 2006 da 18:01 (UTC)
[kemmañ] Doareoù-skrivañ ar c'herneveureg
KU? Dynnargh dhe Wikipedi yn Kernewek! Yma 1,228 a erthyglow y'n Wikipedi kernewek y'n termyn ma. Mar kewsydh neb rannyeth a Gernewek po mars esos ow tyski an yeth, ty a yll gweres! Y hyll'ta skrifa erthygel yn kever neppyth dhe les yn godhoniador, mes yma nebes profyansow a Gernow a-is. Nyns yw erthyglow gans kevrennow rudh skrifys na hwath, mes y hyllir hwath amendya, gwellhe hag ystynna erthyglow gans kevrennow ha dhedha py liw pynag.
-> KK (shibollethoù: <hw> ha n'eo ket <wh>; "i" evit /i/; <y> evit */ɪ/)
KK? Wolcum dhe Wikipedia Kernowek! Yma 1,228 erthygel yn Wikipedia Kernowek y'n termyn ma. Mars esta ow clappya ranyeth Kernowek po desky an yeth, te a yll gweres! Te a yll screfa erthygel ow tuchya un dra dhe les yn godhonyador, mes yma nebes profyansow a Gernow awoles. Ny vue scryfys erthyglow ha kevrennow rudh ynnans na whath, hag y hyllysta ewna an erthyglow, aga gwellhe ha'ga ystynna gans kevrennow yn lyw vyth oll.
-> KUA an hini eo (shibollethoù: <kernowek> gant <ow>; <ue> evit /œ/)
KN? Welkom the Wikipedia yn Kernuak! Ma 1,228 article en Wikipedia Kernuak en termen ma. Mar kreo why clappia dialek Kernuak po desce an tavas, why ell gweras! Why ell screffa article dro idn dra tha leas en godhoniador, buz ma nebbas profyangow thort Kernow awollas. Na vee articles screffes ha kevrednow rooz ettans na whaeth, buz why ell owna an articles, gwella an gye ha hetha an gye warbar gen kevrednow en lew vetholl.
-> Ya, KN an hini eo (shibollethoù: stummoù kerneveurek diwezhat evel <an gye> e-lec'h <y> pe <idn> e-lec'h <un>).
KUA? Dynargh dhe Wykypedya Kernewek! Yma 1,228 a erthyglow y'n Wykypedya kernewek y'n termyn ma. Mar kewsyth nep ranyeth a Gernewek po mars esos ow-tysky an yeth, ty a yl gweres! Y hyl'ta scryfa erthygel yn kever neppyth dhe les yn godhonyador, mes yma nebes profyansow a Gernow a-ys. Nyns-yú erthyglow gans kevrennow ruth scryfys na whath, mes y-hyllyr whath amendya, gwellhé hag ystynna erthyglow gans kevrennow yn nep lyw vyth.
-> KU (shibollethoù: "i" ebet; <yu> ha n'eo ket <yw>, rannouigoù-verb staget ouzh ar verboù gant <-> )
A galon. --J. Pokorny 22 Kzu 2006 da 21:29 (UTC)
[kemmañ] Bianchi-Bihan war evezh
Lakaet 'zo bet ganin Bianchi-Bihan war evezh. Sellet amañ evit an abegoù. Lavarit din petra soñjit. Ouzhpennañ a ran: ne savan ket pennadoù war Gresia ha ne gemeran ket perzh er C'hendiviz reoliata war an anvioù divoutin gresianek. Ne ran nemet barn emzalc'h Bianchi-Bihan. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 11:05 (UTC)
[kemmañ] Votoù
Demat. Votoù a zo o vont en-dro amañ evit aotreañ botoù 'zo (YunBot ha TXiKibot), hag amañ diwar-benn ar peurunvan war wikipedia. Emichañs t'o tro reiñ da ali evit lakaat da vevañ an demokratelezh wikipedian ha kemer divizoù asantet gant ar muiañ niver. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 23:34 (UTC)
[kemmañ] Demokratelezh
[[2]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 09:59 (UTC)
[kemmañ] St Neot
Je regrette, mais je ne suis pas certain du forme cornique de ce toponyme. Les noms de ce genre ont tendance à être déformés un peu en cornique commun (Kemmyn)... QuartierLatin1968 30 Kzu 2006 da 21:44 (UTC)
[kemmañ] Dazkemm
Kompren a ran n'hallfed ket kemm da bajenn, neuze:
- trugarez da z-Dominig Jollivet
- Labourat am eus graet
- un dek vloaz bennaket (evel "ur c'hant den").
Shelley Konk 9 Gen 2007 da 09:54 (UTC)
- Perak e fellfe dit kemmañ ma fajenn bersonel? Ha c'hoant ac'h eus e vefe gwarezet da hini? N'ec'h eus nemet goulenn hag e vo graet. Ha perak out ken chalet all gant ma vez embannet ganin ma buhezskrid - da lâret eo perk e rankfen ouzhpennañ "evel ur c'hant den" (n'eus bet labourate nemet ur c'hant den bennaket gant Diwan? ur souezh!). Ne fell ket din kuzhat piv on setu tout. Ar gwir en deus pep hini da implijout ul lesanv pe c'hoazh da lakaat sklaer hag a-wel d'an holl piv eo. Reizhet ar fazi yezh ken mantrus all ("labouret" e lec'h "labourat"). "Trugarez, Dominig Jollivet" - gant ur vigulenn - a zo ken reizh ha "Trugarez da z-Dominig Jollivet" d'am soñj.
--Neal (Kaozeal) 9 Gen 2007 da 10:04 (UTC)
- Klask a raen jentil sikour da wellaat, met pa ne blij ket ne rin ket ken. Shelley Konk 9 Gen 2007 da 10:22 (UTC)
-
- evel-just! ha n'eo ket me an hini a ranker klask gwellaat, met ma brezhoneg. --Neal (Kaozeal) 9 Gen 2007 da 11:28 (UTC)
[kemmañ] Iskis
Ne rin ket mui eta ken na deuy tud ar PT da c'houlenn. Heñvel evit ar penadoù all. Mil bennozh dit. N'ouzon ket petra a sonjo lod, met pa vez laret LO (Hello!) gant an holl ( ha skingomz ha skinwel) perak klask lakaat "Stourm micherel)? Shelley Konk 9 Gen 2007 da 09:59 (UTC)
- N'eo ket ganin-me e oa bet savet ar pennadoù-mañ. N'em eus ket kemmet an titloù bet dibabt gant an aozer/ez kent (n'on ket aet da sellet piv an nini oa) - n'em eus graet nemet sevel adkasoù a-benn aezaat ar c'hlaskoù. Met truggarez evit da evezhiadennoù ken talvoudus all adarre --Neal (Kaozeal) 9 Gen 2007 da 10:06 (UTC)
[kemmañ] Rummad:Merc'hed
Div bajenn zo, Rummad:Merc’hed ha Rummad:Merc'hed, gant skraboù disheñvel. Ar rummad goullo zo da ziverkañ. --Llydawr 10 Gen 2007 da 13:33 (UTC)
trugarez - n'e boa ket komprenet kevrin an daou skrap-se. --Neal (Kaozeal) 10 Gen 2007 da 14:33 (UTC)
[kemmañ] Strolladoù komunour
Evit unvaniñ ar rummadoù, daoust-hag-eñ e vijes a-du cheñch ar rummad Rummad:Strolladoù Komunour e Rummad:Strolladoù politikel komunour, war-skouer ar rummadoù 'm eus savet, evel Rummad:Strolladoù politikel broadelour, hag ar re strolladoù politikel dre vro? Ma 'z out a-du e goulennin digant Yunbot ober ar c'hemm-se... A galon, Benoni 14 Gen 2007 da 17:18 (UTC)
N'on ket a-enep, nmet marteze e vefe gwell ober ar c'hontrol rak diazet e vefe kaout ur strollad broadlour pe koumoun e vefe hep ma vefe anezhañ ur strollad politikel. Met a-du on hep kudenn ebet. Neal (Kaozeal) 14 Gen 2007 da 17:27 (UTC)
- Ya? N'ouzan ket re... Ingal eo din e gwirionez...Benoni 14 Gen 2007 da 20:01 (UTC)
[kemmañ] Strolladoù politikel
Salud dit. Gwelet 'm eus 'peus cheñchet titloù pennadoù zo evel Bloc'had Broadelour Galiza, da skouer, deuet da vezañ Bloque Nacionalista Galego. Ne gavan ket fall ober e-giz-se. Ha me a gav din e vefe mat en em soñjal en-dro war anvioù ar strolladoù politikel gall. Souezhus e kavan lenn traoù evel Talbenn broadel... pa vezer boas da glevout, ha da lenn, e brezhoneg ar Front National pe an FN. Petra a soñjez ?--Llydawr 16 Gen 2007 da 21:05 (UTC)
- Pe Stourm Micherel evit LO, evel am eus lavaret dija.
- Gwirionez en tu-mañ d'ar Pirineoù, falsentez en tu all. A lavare Pascal (Blaise). Pe ar c'hontrol. Bianchi-Bihan 17 Gen 2007 da 09:04 (UTC)
- Me 'm eus graet tout ar bajennoù-se. D'am soñj eo ret derc'hel an anv brezhoneg evit ar strolladoù a gaver e Breizh. Lod eus an anvioù-se 'm eus kavet war lerc'hienn internet Breizh ar strollad (Ar Re C'hlas da skouer). Gwir eo 'z eus bet ijinet lod 'zo ganin da c'hortoz kavout ur stumm "ofisiel", met un adkas 'zo bet graet bewech o vont kuit eus an anv ofisiel e galleg.Benoni 17 Gen 2007 da 09:24 (UTC)
- War al lerc'hienn e kembraeg ez eus bet graet an hevelep tra. Gw.: cy:Y Blaid Lafur (DU); cy:Y Blaid Geidwadol (DU), hag all. Benoni 17 Gen 2007 da 09:27 (UTC)
- Pe c'hoazh, gwellet evit an UDF er yezhoù all, hag a vez troet en darn vrasañ eus ar yezhoùBenoni 17 Gen 2007 da 09:52 (UTC):
- War al lerc'hienn e kembraeg ez eus bet graet an hevelep tra. Gw.: cy:Y Blaid Lafur (DU); cy:Y Blaid Geidwadol (DU), hag all. Benoni 17 Gen 2007 da 09:27 (UTC)
- Me 'm eus graet tout ar bajennoù-se. D'am soñj eo ret derc'hel an anv brezhoneg evit ar strolladoù a gaver e Breizh. Lod eus an anvioù-se 'm eus kavet war lerc'hienn internet Breizh ar strollad (Ar Re C'hlas da skouer). Gwir eo 'z eus bet ijinet lod 'zo ganin da c'hortoz kavout ur stumm "ofisiel", met un adkas 'zo bet graet bewech o vont kuit eus an anv ofisiel e galleg.Benoni 17 Gen 2007 da 09:24 (UTC)
ca:Unió per a la Democràcia Francesa de:Union pour la démocratie française en:Union for French Democracy eo:Union pour la Démocratie Française es:Unión para la Democracia Francesa eu:Frantziako Demokraziaren aldeko Batasuna it:Unione per la Democrazia Francese ja:フランス民主連合 nl:Union pour la Démocratie Française pl:Unia na rzecz Demokracji Francuskiej pt:Union pour la démocratie française sv:Union pour la Démocratie Française zh:法國民主同盟
- Skrivet em eus uheloc'h e vefe mat en em soñjal en-dro war anvioù ar strolladoù politikel. Met ne gav ket din e c'heller dibab ur reolenn a dalvezo evit an holl degouezhioù. Sklaer eo e kaver a bep seurt traoù er yezhoù all. Hervez ar yezhoù e troer muioc'h pe nebeutoc'h an anvioù strolladoù. Sellit ouzh al liammoù-mañ :
ca:Categoria:Partits polítics de França cs:Kategorie:Francouzské politické strany de:Kategorie:Französische Partei en:Category:Political parties in France es:Categoría:Partidos políticos de Francia eu:Kategoria:Frantziako alderdi politikoak fr:Catégorie:Parti politique français he:קטגוריה:מפלגות בצרפת it:Categoria:Partiti politici francesi ja:Category:フランスの政党 ko:분류:프랑스의 정당 nl:Categorie:Franse politieke partij nn:Kategori:Franske politiske parti no:Kategori:Franske politiske partier oc:Categoria:Partit politic francés pt:Categoria:Partidos políticos da França sv:Kategori:Politiska partier i Frankrike
E Breizh e kavan o reizh ober gant anvioù brezhonek pa vez un anv brezhonek en implij, hag en implij gant ar strollad e-unan da gentañ penn : Ar Re C'hlas evel-just peogwir e kaver an anv-se ganto, evit strolladoù all ivez, evit an holl avat n'ouzon ket. Ma'm eus klevet komz dija eus ar Strollad sokialour (gant sokialourien) pe zoken eus Strollad al Labourerien (gant unan eus ar gostezenn-se), gwech ebet ne'm eus klevet ober anv eus an Talbenn Broadel [moarvat ne zarempredan ket a-walc'h an dud-se :-)]. Goulennoù all c'hoazh : ma troer diwar ar galleg, daoust ha troet e vo ivez diwar yezhoù all ? Penaos e vo graet evit anvioù ar strolladoù politikel e broioù all ? Ma reer Ar Re C'hlas eus Les Verts, petra a vo graet eus De Groenen (ar Re C'hlas, en izelvroeg, anv ur strollad eus an Izelvroioù) ? --Llydawr 19 Gen 2007 da 23:05 (UTC)
[kemmañ] Savpoentig
Ne'm eus ket c'hoant da glask tabut pa ne ran foeltr forzh ebet gant ar strolladoù-se, met gwelloc'h e vije bet kaozeal un tamm a-raok, ma n'az poa ket c'hoant e vije kemmet an anvioù, planedenn ur bern anvioù er wiki brezhonek. Evel evit an departamantoù (un dachenn ma'z eus bet ijinet e-leizh), pa rankez ijinañ eo e krog an afer: evel evit anvioù gregach, an ijinadennoù n'int nemet traoù personel ha marteze berrbad, ha ne lakaint ket den ebet da baouez d'ober gant UMP, pe PS. Siwazh, met ar skingomz hag ar skinwel brezhonek a zo kaoz: evel-se e ra ar gazetennerien vrezhonek (an nebeudig a zo anezho), n'eus den ouzh o lakaat da gemm (o renerien ne reont forzh gant ar yezh), ha n'eus ket pikol lec'h d'ar brezhoneg evit komz eus traoù'r seurt-se. E-maez ar wiki ez eus ur bed all ha ne ra forzh gant an Talbenn Broadel. A galon. Bianchi-Bihan 17 Gen 2007 da 09:49 (UTC)
- Me n'on ket a-enep d'an tabut, dreist-holl pa 'm eus ijinet ma unan anvioù 'zo. Tu zo gwellaat lod 'zo. Met d'am soñj eo pouezus derc'hel d'an anv brezhoneg war ar wikipedia brezhoneg evit ar strolladoù a gaver e Breizh. Gwir eo e vez graet gant FN pe UMP er radiooù ha tele e brezhoneg. Met graet e vez ivez ganto gant "telefon" ha me oar me. Un nebeut anvioù avat a zo kroget da vezañ degemeret : Ar Re C'halz, Strollad Sokalour, Strollad Komunour, h.a. zoken gant Broudig...Benoni 17 Gen 2007 da 10:00 (UTC)
-
- Evit en em gompren gwelloc'h: tabut zo trouz, "querelle, dispute" e galleg. "Discussion" a vo kaoz(eal/adenn), divizoù...
- Ne blij ket din an tabut. Mat eo din kaozeal.
- E Kembre ez eus un anv ofisiel kembraek da bep strollad. N'anavezan ket anvioù ofisiel d'ar strolladoù politikel gall. Bianchi-Bihan 17 Gen 2007 da 12:11 (UTC)
[kemmañ] Rummadiñ
Demat! Gwellet 'm eus ez out kroget da rummadiñ en unander ivez. Krouet 't eus ur rummad Rummad:Strollad sonerezh Breizh pa oa dija ur rummad Rummad:Strolladoù sonerezh Breizh. Chalet hon o welet muioc'h-muiañ a dud oc'h ober kement-mañ. Un diviz a oa bet pell 'zo dija war ar rummadiñ evit lavar e vije savet ar rummadoù el liester er wikipedia brezhoneg (da lavaret eo "Strolladoù sonerezh" ha n'eo ket "Strollad sonerezh"; "C'hoarierien echedoù" ha n'eo ket "C'hoarier echedoù") er c'hontrol eus ar wikipedia galleg met hevel ar wikipedia e saosneg. Kalz poellekoc'h eo rummadiñ el liester evit doujañ da poell ar yezh. Dre ma na gavan ket ken ar bajenn diviz-se (e lec'h oa arguzenoù mat a berzh Fulub da skouer, met eus da berzh ivez ma 'm eus soñj mat: ne oa nemet Ch Rogel o vont a-enep) ez on e soñj sevel ur c'hendiviz reolata evit ma vije un hevelep reolenn evit tout ar wikipedia (ha gant ar spi e vo dibabet ober gant rummadoù el liester). Petra soñjez? A galon, Benoni 21 Gen 2007 da 19:33 (UTC)
a-du ghanit penn-da-benn. e gwirionez e oa bet implijet ar rummad-se dija kentoc'h evit bezañ bet krouet ganin - n'em boa nemet rummataet ar ruummad koulz lâret (hm, gwall sklaer n'eo ket,f eiz!). m'eanfiñ, ne uien ket e oaur rummad all kalz gwelloch. ret e vefe kas ar pennadoù er rummad faoz (implijet ganin ar wezh-mañ) d'ar rummad mat ha nueze nullañ ar rummad faoz, dre m'az eus ur rummad doubl anezhañ e c'heller e diverkañ raktakl hepmuiken. Ur wezh all, a-du ganit. kudenn ebet. ur fezi eus ma feurzh.. a-galon, ha trugarez da vezañ bet ken aketus.--Neal (Kaozeal) 21 Gen 2007 da 20:16 (UTC)
[kemmañ] etrefas
- Penaos emañ kont gant ar bloaz nevez? Setu a-benn ar fin, echuet eo treiñ an etrefas ganin. Adveret em eus tost pep tra hag adtroet tout ar pezh ha oa bet kollet er bloaz paseet. A-benn ar fin, n'eus ket kalz yezhoù eo klok o etrefas! Kavet em eus un doare da labourat war-eeun gant un diorrour. Aesoc'h eo, met pebezh labour torr-penn ! En devezhioù a zeu e tlefe an traoù dont war wel. Klask a rin gwelet penaos gwellaat ar bloc'had skridaozañ bremañ. Fulup 24 Gen 2007 da 21:54 (UTC)
[kemmañ] Sant-Jakez
Demat. Un anv hengounel a gaver e brezhoneg, Sant Jakez a Galiz, evit Santiago de Compostela. A galon. Klaod. Kadbzh 25 Gen 2007 da 07:15 (UTC)
Ur gudenn a chom (boñ, div e gwirionez): ret e vefe ober gant ar c'hemamdur dre vlotaat goude an araogenn "a" > "a C'haliz" < "Galiz", rak "a Galiz" < "Kaliz". Hag hengounel eo ar stumm "a Galiz"? Diouzh an tu all, bremañ e reer gant "Galiza" kentoc'h evit gant "Galiz" pe "Galisia". "Sant-Jakez a C'haliza" e vefe neuze? Klevet am boa bet ivez "Sant-Jakez a Durki" met n'oûn ket sur hag-eñ e vefe ar memes lec'h. E gwirionez ar stumm implijet ganin betek-hen diwar ar galizeg, "a Gompostela", n'eo ket savet mat ivez peogwir n'eo ket Compostela ul lec'h met talvezout a ra kement ha "Kampoù Steredennek". "Sant-Jakez Kompostela/Kompostella" marteze? Gant ar vroadelourion e vez implijet a-wezhoù "Compostela" hepmuiken evit kaozeal eus ar gêr-se evit gallout chom hep ober gant anv ur sant kristen... --Neal (Kaozeal) 25 Gen 2007 da 10:17 (UTC)
- Kampostal (seizh vloaz bet graet ganin eno, ha n'eo ket en Tibet - Klaod), e Rostren. Bernez Bernioù 25 Gen 2007 da 11:12 (UTC)
-
- Kemmadur, n'eo ket sur en taol-mañ, just a-walc'h... 'Giz-se emañ titl ur c'hantik deus "bro ar Bourleted". Marsial a rankhe anavezout ivez. A galon. Klaod.
-
[kemmañ] Treuzskrivadenn arabek
"Umayyad" : pegiz treuzskrivañ m.p.?Kadbzh 25 Gen 2007 da 12:16 (UTC)
War a welan e vez graet en arabeg peurliesañ gant "Tiernegezh Oumayyek" ( بنو أمية banû umayya ) pe an "Oumayyed" (liester, الأمويون umayyûn). Da gas a rin an treuzlizherennadur skiantel hag ur c'hinnig evit an deuzskrivadenn damvrezhonekaet da c'houde. (dave pennañ da vezañ implijet: Treuzlizherennadur arabek)--Neal (Kaozeal) 25 Gen 2007 da 13:04 (UTC)
-
-
- OK. Gwelet "Yasser" ivez. Ar bordel eo: alies met e savan pennadoù, met n'on ket barrek evit lakaat an anvioù reizh diouzhtu... Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 25 Gen 2007 da 13:45 (UTC)
- ya, gwir eo. Ne rez ket bil - kemmet e vo buan a-walc'h gant tud all. A galon.
- OK. Gwelet "Yasser" ivez. Ar bordel eo: alies met e savan pennadoù, met n'on ket barrek evit lakaat an anvioù reizh diouzhtu... Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 25 Gen 2007 da 13:45 (UTC)
-
[kemmañ] rummadiñ
Salut. Krog on da labourat war ar rummadiñ war ar wikipedia brezhoneg dre ma 'z eo un tammig an anarkiezh evit ar poent. Gwelet amañ: Wikipedia:Rummadiñ. Ur c'hinnig em eus graet ivez amañ war ar pennadoù savet ganit. Laouen vijen kaout da ali, ha da genlabour ma 't eus amzer. A galon, Benoni 26 Gen 2007 da 16:40 (UTC)
[kemmañ] Nederlandeg
Evit yezh ofisiel an Izelvroioù e kaver meur a c'her er skridoù brezhonek : nederlandeg (e geriadur An Here, da skouer) (se eo an titl zo bet roet d'ar pennad), izelvroeg (e geriadurioù Roparz Hemon, da skouer) (se eo ar ger ac'h eus implijet meur a wech war Wikipedia). Met kavout a reer ivez hollandeg (Roparz Hemon, Vallée), evel ma kaver hollandais e galleg pe holandès e katalaneg (sell ouzh ca:Neerlandès). Sur a-walc'h ne zegouezh ket, rak ne c'hell ar ger-se talvezout nemet rannyezh Holland, evel m'eo stummet, met implijet eo bet e brezhoneg evit envel yezh an Izelvroioù. Setu perak eo bet meneget ganin, evel un anv all roet d'an nederlandeg. Ar memes tra evit flamanteg pe flamankeg (geriadurioù Favereau, Gregor), implijet e brezhoneg evel ma veze implijet flamand gwechall e galleg.--Llydawr 26 Gen 2007 da 18:29 (UTC)
[kemmañ] Pennadoù ar yezhoù
- Krog eo Implijer:Damien Perrotin da sevel pennadoù diwar-yezhoù ivez. sell ouzh Agavotaguerreg. Soñjal ra din e vefe mat deoc'h en em lakaat a-du war anvioù ar yezhoù hag an doare da zeskrivañ ha da renkañ anezho. Savet ez eus bet ur rummad hag ur pennad yezhoù direnk gantañ ivez. Betek-henn e oa bet graet gant yezhoù digenvez hag ur rummad Rummad:Yezhoù digenvez leun-mat zo dija. Gwelloc'h e vefe kenderc'hel gant an hent-se pe, da nebeutañ, kaozeal a-raok sevel ur rummad all. Fulup 1 C'hwe 2007 da 21:15 (UTC)
- Ya, ur mell gudenn zo e gwirionez. Betek-hen am boa divet-me ober hervez renkadurioù an Ethnologue [3] (s.o. Kaozeal:Katalaneg da skouer) dre m'eo hounnezh ar roll klokañ hag a bell, daoust ha ma n'eo ket an embannadur a c'heller furchal ennañ war ar genroeudad an hini nevesañ, met ne vern. Met daoust ha ma'c'h eo an Ethnologue ar roll klokañ. n'emañ ket a-du an holl gant an doare ma vez renket ar yezhoù ennañ (s.o. en:Talk:Ethnologue), setu: ne glot ket atav ar pezh a gaver war ar wikipedia e saozneg, implijet gant implijerion/ezed zo evel mamenn evit treiñ ha sevel pennadoù o tennañ da yezhoù ar bed diwarnañ gant ar pezh a zo da gaout war an Ethnologue. Dont a ra sklaer ar gudennw ar wel pa seller ouzh ar pennad Familhoù yezh bet savet diwar ar pezh a gaver er wikipedia e saozneg (d'am soñj ouzhpenn e oa bet savet ganin, met n'on ket gwall sur, a-raok ma 'm bijen dizoloet ne glotae ket atav gant an Ethnologue ha bezañ divizet implijet ar vammenn-se evel pennvammenn). Klasket am eus klokaat ar pennad-se met diaezet eo rak ne glotae ket gant an Ethnologue ha kavout a reer neuze "familhoù-yezhoù", evel m'a'h eus ksrivet te e lec'h all, ha n'int ket, d'am soñj atav familhoù-yezhoù rik e gwirionez met renket int bet evel-hen war ar wikipedia e saozneg (ha war ar re all da heul evel-just).
Neal (Kaozeal) 2 C'hwe 2007 da 08:44 (UTC)
- Ret eo gouzout, avat, n'eo ket memestra ar yezhoù digenvez hag ar yezhoù direnk. Ur yezh digenvez a zo ur ur yezh n'he deus kar ebet. Ur yezh direnk a c'hell kaout kerent met n'eo ket sur. Galout a ra bezañ tabud a-zivout he statud e-touez ar glaskourien, posupl eo ivez n'anvezer ket a-walc'h diwar-e benn d'he renk e-barzh ur familh (ur yezh varv kent bezañ studiet, evit skouer, pe ur yezh bev na oa ket bet studiet c'hoazh) --Damien Perrotin 5 C'hwe 2007 da 10:13 (UTC)
- a-du evel-just. Kudenn ebet. Penaos e kav gwell dit ober fdre vras, dre implijout Ethnologue da daveenn bennañ pe c'hoazh ar pezh a gaver war ar Wikuiepdia e saozneg pa na glot ket an eil mamenn gant ebet eve-just?Neal (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 11:07 (UTC)
[kemmañ] Unaniezh /unvaniezh
Krog on da adaozañ ar rummata evit an URSS. Meskaj a oa etre an daou stumm Unaniezh/Unvaniezh er rummadoù hag er pennadoù. Lakaet em eus pep tra dindan ar ger Unaniezh (evel Unaniezh Europa, Stadoù-Unanet Amerika, hag all). Unanet e oa bet ar Republikoù met unvanet ne oant ket bet. N'em eus ket echuet c'hoazh met kenderc'hel a rin. Spi am eus ne vi ket feuket gant an dra-se. N'em boa ket gwelet diouzhtu e oa kement a bennadoù da adrummata. Ouzhpenn em eus lakaet an anv hir er rummad pennañ Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel (e-lec'h Unvaniezh ar Republikoù Soviedel). Fulup 1 C'hwe 2007 da 22:36 (UTC)
- N'on ket feuket na tamm ebet, a-du penn-da-benn ganit kentoc'h. Me am bije implijet ar stumm "Unaniezh" kentoc'h evit "Unvaniezh" met gwelet am boa e oa bet implijet an eil stumm dija er pennad pennañ, ha setu me ocx'h ober heñvel. Ya, a-du gant al labour unvaniñ a seurt-se ivez dre vras - ur mell sklabez zo ivez war dachenn ar yezhoù, met hen diplegañ a rin hiroc'h e lec'h all.
A galon, Neal (Kaozeal) 2 C'hwe 2007 da 08:20 (UTC)
- OK, goulenn a rin gantañ, trugarez dit Fulup 2 C'hwe 2007 da 17:31 (UTC)
[kemmañ] Implijerien faos
Kalz tud a c'hoari krouiñ ur c'hont war ar wikipedia brezhoneg just 'vit ober un dastumadeg kontoù, met hep kemer perzh gwech ebet: ne ouezont ket brezhoneg zoken. An hini diwezhañ : Implijer:Scooter. Daoust hag e vez dalc'het seurt kontoù faos? Pe daoust hag-eñ ne vije ket gwelloc'h o diverkañ?Benoni 3 C'hwe 2007 da 18:39 (UTC)
[kemmañ] termenoù fonetik
- N'on ket sur-tre eus an termenoù zo bet implijet ganit er fonetik. Gallout a ri klokaat ha gwiriañ taolenn ar c'hensonennoù war gwambiaeg, mar plij ? --Fulup 4 C'hwe 2007 da 17:00 (UTC)
-
- Da gompren mat a ran, rak n'eo ket aezet din kaout soñj atav eus an termenoù bet implijet ganin (ha lod all a vefe?). Marteze e talvezo dit ar pennad-mañ, a-hendall e c'hellin klask respont d'az koulennoù resis. A galon, Neal (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 18:38 (UTC)
[kemmañ] Kinnig votiñ (anvioù gresianek)
Salut! Savet am eus graet ur c'hinnig kentañ (e traoñ ar bajenn-mañ)evit bezañ votet war e benn war-lerc'h a-divout an doare da verzhonekaat anvioù divoutin henc'hresianek. Ha gallout a rafes-te ober war-dro brudañ ar c'hinnig kentañ-se war ar pajennoù kemenn boas (pajenn degemer, h.a.) ha marteze sevel ur bajenn a-ratozh evit ar c'hinnigoù hag a deuio da vezañ pajenn ar votadeg da c'houde en ur reiñ da c'hoût e c'hell an neb kinnig kemmañ ar c'hinnig kentañ evit e wellaat ha/pe ledanaat hag ivez sevel kinnigoù disheñvel evel-just? Trugarez, Neal (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 07:32 (UTC) OK, ober a ran war-dro, Benoni 5 C'hwe 2007 da 09:16 (UTC)
[kemmañ] Kemennadenn - anvioù gresianek
Mont a ran e darempred ganit war-eeun evel merour evit kemenn dit ez eus bet digoret ur prantadig studi evit gwelet peseurt kinnigoù resis e c'heller ober da geñver ur votadeg da vezañ dalc'het emberr a-divout an doareoù da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek, dreist-holl ar re henc'hresianek, met tennañ a ra ar c'hinnig da c'hortoz bet savet dija evit kaozeal diwar e benn d'an anvioù gresianek modern ivez.
Ne dalv ket ali an implijer-mañ'n-implijer muioc'h evit hini ar re all evel-just, ha gallout a raio an neb ma fell dezhañ/i reiñ o soñj, met kavout a ran mat reiñ dit da c'hoût war-eeun hag pediñ da ali abalamour d'al labour bet kaset da benn ganit war an dachenn resis-mañ gwezh ha gwezh all betek-hen.
Amañ e kavi ar bajenn gaozeal evit lakaat o ali:
Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1
A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 15:48 (UTC)
[kemmañ] Trugarez
Mont a ra war-raok tamm-ha-tamm. Keuz 'm eus avat o welet n'eo ket deuet c'hoazh muioc'h a dud bet labouret war an dachenn-mañ da reiñ o ali, met n'heller ket o rediañ evel-just. Arabat dezhe klemm war-lerc'h mar ne blij ket dezhe an disoc'h. Betek pegoulz e vefe mat kender'chel gant ar c'hinnigoù a-raok digoriñ ar votadeg da vat hervezout. N'on ket chalet gant ma pado ur sizhunvezh pe div, met ret diwall memestra da chom stanket en un hent-toull evel an hini ma vez klasket dont er-maez outañ memestra. A galon, Neal (Kaozeal) 7 C'hwe 2007 da 18:12 (UTC)
- Lakaomp, t'eus ken met kenderc'hel ar c'hendiviz betek dimerc'her ha kregiñ ar vot d'ar mare-se, e-pad div sizunvezh da skouer (pe unan). Benoni 9 C'hwe 2007 da 18:04 (UTC)
- Mat eo. A-du on. Neal (Kaozeal) 9 C'hwe 2007 da 19:10 (UTC)
[kemmañ] Trugarez ha bennozh Doue
Ur merour o reiñ e vennozh d'ur merour all, evel un eskob d'un eskob all en iliz-veur Varsovia, na brav seurt unaniezh , seurt kenlabour , seurt kendiviz , etre daou zen. Tud all zo e wikipedia? Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2007 da 19:58 (UTC)
- N'oûn ket re peseurt kudenn em c'heñver me. Sell mat ouzh ma fajennoù personel hag e weli, mar fell dit, em eus klasket disrannañ ma labour evel merour diouzh ma gwirioù da labouraet ha da reiñ ma ali evel implijer boutin. Displeget dre an hir emañ war ma fajennoù personel. Sklñaer eo eo homañ ma fajenn pesrsonel evel implijer boutin ha sinet eo bet amañ ganin-me evel-hen. Sklaer evel lagad an naer (nemet evit ar re a blij dezhe klask laou gant ar re all atav). Goût mat ne blij ket gwall dit na labourat a-stroll na drugarekaat ar re all. Ne vern, n'eo ket ret. Me a vat e plij din klask bezañ seven atav. Klask a ran labour en en doare sklaer, hep kuzhat piv on na perak e ran tra pe dra, ha klask ivez kas ar gaoz war-raok en un doare seder ha seven. P'am bez soñj mat ouzhpenn, n'em eus ket bet da drugarekaet dit-te zoken n'eo ket keit all zo (evit da emzalc'h "fur" ez komzoù-te): eskob out-te ivez? Aet on un tammig skuizh gant da emzalc'h e gwirionez - war a welan ar pzh ne blij ket dit eo gwelet tud o klask sevel a-du ha kas ar raktres war-raok, dreist-holl pa ne glot gant o sav-poent gant da re. Ha taol ur sll ivez war an implijerion/ezed a labour amañ abaoe ar penn-kentañ hag e weli n'eus ket kalz ac'hanomp, met muioc'h-mui atav. Tristig memestra. Hag ur wezh all, skuizh-div on aet gant an tagadennoù hag an ebvezhiadennoù o tennañ d'ar fed m'on saozngeger a-hihanig (ret e vefe kontañ pet a dud zo amañ n'int ket gallegerion a-vihanig,, met din-me ne vern) ha bremañ klask c'hoar gant al lec'h m'on o chom. Tristig ha dipitus. ne dalv ket ar boan respont din rak n'on ket re dedennet gant ar pezh ec'h eus da skrivañ c'hoozh diwar ma fenn.
--Neal (Kaozeal) 9 C'hwe 2007 da 20:32 (UTC)
[kemmañ] Ober plijadur
- Tennañ a rin Santiago ma kavez eo un dagadenn, ne gomprenan ket perak. Prest on d'ober plijadur. Betek ur poent.
- Pa lavarez ez ez skuizh ganin amañ, e plijfe dit serriñ ma c'hont, ez on gaouiad, e rez kement-se moarvat peogwir e oarez e ra plijadur din. Eus da berzh n'eo ket tagadennoù.
- Met ober anv eus Galiza amañ, eus saozneg ahont, hep tagadenn ebet, ha setu klemmicherezh ha mibiliach. Tristik ya. Met a-berzh piv?
Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2007 da 21:04 (UTC)
[kemmañ] Ur bajenn re virvidik marteze
Neal, n'on ket evit krediñ e c'hellfes lavarout em oa graet un dagadenn ouzhit. Displeget 'm eus e taveen d'az endro studi ha labour ha netra muioc'h. Ne gredan ket em eus taget den er wikipedia. A hend-all e welan e ra berzh bras da bajenn gaozeadenn. Na petra ta !
Koulskoude, ne gavan ket mat ar randaeloù o strinkañ diehan, darn anezho war un tem orin ha n'eo ket bet lec'hiet mat (treiñ St Jakez a G.). Ur verzadenn all : ret e vefe enskrivañ e-barzh reolennoù ar wikipedia n'eo ket reizh pismigañ an dibaboù graet gant an implijerien e-keñver abegoù ar pennadoù. --Ch. Rogel 10 C'hwe 2007 da 00:56 (UTC)
- ret eo anzav n'oûn dare eus petra out o kaozeal. Hag e pelec'h em eus bet skrivet e oa bet graet un dagadenn bersonel em c'heñver ganit. E pelac'h emañ an dalc'h. Skuizh on gant ar b-B hag e doare d'ober dave da berzhioù persopnekl bewech ma vez tamallet outañ bezañ graet un dra a-dreuz kientoc'h evit respont da arguzennoù en un doare poellek setu tout. Ne welan ket e pelec'h e vefen o pismigañ war ar c'hraf-se. Ha n'on ket kririek d'ar pezh a skriv lod war ma bajenn gaozeal, geo? 'Gomprenan mann ebet.
--Neal (Kaozeal) 12 C'hwe 2007 da 10:19 (UTC)
[kemmañ] A-du gant...
amañ, Benoni 12 C'hwe 2007 da 22:26 (UTC)
[kemmañ] un/ur harz ~ ur c'harzh
ne gomprenan ket re vat ar pezh ac'h eus skrivet amañ:
- kemmesk zo etre an harz hag ar c'harzh a gredan. Bianchi-Bihan 13 C'hwe 2007 da 18:06 (UTC)
"ur harz-labour", da skouer, am eus bet klevet atav rak el lec'h ma oa bet desket ma zammig brezhoneg ganin e vez distaget an "h" kentañ dre c'hwezhañ ha neuze en em dalc'h evel ur gensonenn + ger-mell -r kentoc'h evit bezañ un "h" mut ha neuze ger-mell -n dirak vogalenn. Hag ur reolenn zo evit an "h"? Disheñvel-mik eo evidon-me "ur harz" hag "un arzh" met n'eo ket disheñvel "ur harz" hag "ur c'harzh". N'on ket brezhoneger a-vihanig, anat dit, met evel-se e vez graet gant ar re a anaouan hag a zo brezonegerion a-vihanig anezhe bet desket o zamm galleg pa oant aet d'ar skol. N'eo ket ret fuloriñ - un evezhiadenn n'eo ken. A galon, Neal (Kaozeal) 13 C'hwe 2007 da 18:29 (UTC)
Ne fuloran ket, klask a raen displegañ penaos e welen (hag e wel ivez tud all) an traoù-se. Un hent, un harz. Bianchi-Bihan 13 C'hwe 2007 da 18:33 (UTC)
- Fiskal. N'anaoan den ebet hag a distag "hent" gant un "h" dre c'hwezhañ. Evidon eo un tammig evel "hour" > "an hour" kv. "hole" > "a hole" - met faziañ a c'hellan , ha n'eo ket dav bezañ heñvel implijoù ar yezh e pep lec'h nag ivez a den da den er memes lec'h. Ne ouien ket re vat avat hag-eñ e tenne da evezhiadenn da implij stumm resis ar ger-mell pe c'hoazh da ster ar ger implijet e-unan. Pa'm boa respontet da Ch. Rogel em boa implijet ar memes ger bet implijet gantañ "harz" - komprenet ganin gant ar ster "limit", met faziañ a c'hellan c'hoazh. Neal (Kaozeal) 13 C'hwe 2007 da 19:03 (UTC)
Anaout a ran tri sistem distagañ
- ne vez ket distaget "h" e penn kentañ ar ger : doare Leon, hervez a ouzon;
- distaget e vez atav, am eus klevet gant tud Sant Nikolaz ar Pelem (n'eo ket aes distagañ "an hent"!)
- an doare a ran gantañ: distagañ "h" pa ne vez ger-mell ebet: an hent, evel an aer, met hent Brest.
N'eus distagadur ofisiel ebet e wikipedia, netra nemet ur skritur hervez a ouzon: un arzh, un harz, un horzh; ur c'harzh, ar c'horz, ar c'hourz. Bianchi-Bihan 14 C'hwe 2007 da 03:02 (UTC)
[kemmañ] Kendiviz reolata war ar rummadiñ
Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:49 (UTC)
[kemmañ] An anv stêr Gwilen
Goulennet em eus e vefe lakaet en-dro ar stumm Gwilen da stumm kentañ evit ar pennad-mañ. Evel ma oas savet a-du gant ar cheñchamant Gwilen > Gwilun e pedan ac'hanout da lakaat da soñj amañ [4]. Trugarez.Rognogno 26 C'hwe 2007 da 09:19 (UTC)
[kemmañ] Kemennoù
Na gomprenan ket re peseurt kemenn a fell dit lakaat, pa n'eo ket digor ar vot c'hoazh. Tu zo dit skrivañ da gemenadenn da unan amañ : Wikipedia:Kemennoù. A galon, Benoni 26 C'hwe 2007 da 10:18 (UTC)
Mat eo. Trugarez evit al liamm. Kemennet e vo ur wezh ma vo bet digoret da vat. Rezon 't eus evel-just. --Merour (Neal) (Kaozeal) 26 C'hwe 2007 da 10:40 (UTC)
[kemmañ] αέ
Salud. Trugarez evit da skouer met n'on ket savetoc'h dre ma oa bet roet hennezh c'hoazh. Goulenn a raen skouerioù all, din da welet ma kavan kemmoù gant αη pe αi. N'ouzon ket gresianeg setu es eo diaes evidon kavout anvioù e-giz-se ma-unan.--Kadwalan 26 C'hwe 2007 da 12:37 (UTC)
Daou ezel nevez zo krog da labourat, a welan. Shelley Konk 27 C'hwe 2007 da 10:31 (UTC)
[kemmañ] mouezhiadeg
Seul vui e sellan ouzh ar goulenn 5, seul nebeutoc'h e komprenan petra a dalvez ar goulenn kentañ... Perak bezañ lezet ar goulenn kentañ e-giz ma talvezfe ivez evit votiñ evit implijout A bewech? Sellet ouzh ar skouerioù zo skrivet a-is ar goulenn! Trugarez da splannaat an traoù. Merzet em eus ivez az teus mouezhiet evit daou dra gontrol : diskrivañ e HA a!! --Kadwalan 2 Meu 2007 da 13:12 (UTC)
- Klasket am eus sklaeraat ar vot-se. Truzgarez evit an evezhiadenn: faziañ an hini eo am bvboa graet gant ar luziet m'eo deuet da vezañ ar vouezhiadeg, zoken evidon-me bet he savet!!!
--Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 13:40 (UTC)
[kemmañ] Kemenn votadeg
Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.
Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.
Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.
Trugarez, Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 13:49 (UTC)
verboù a c'haller ober ivez: anaforiñ, anaforenniñ. petra a ya ar gwellañ ganit? ar yota (debriñ yod) pe ar iotaenniñ? Dre forzh iotaat e c'haller mont war sotaat. Ha me oar me. Bianchi-Bihan 8 Meu 2007 da 09:56 (UTC)
[kemmañ] Kudenn termenadurezh
Salud dit ! Evit postposition ez eus ur ger zo bet implijet dija e brezhoneg : lerc'henn a ra Frañsez Kervella eus an dra-se en e Yezhadur, pp. 166-167 (mont kuit, mont tre...). Ar ger-se, lerc'henn (tost a-walc'h ouzh da ginnig warlerc'henn), a gaver ivez en eil geriadur An Here. Evit pro-form avat, n'ouzon ket petra respont dit. Ne gav ket din e vije bet implijet ur ger e brezhoneg evit se.--Llydawr 8 Meu 2007 da 21:47 (UTC)
[kemmañ] Yuzevien
Salud dit ! Krouet 'peus un adkas eus Yuzevien da Yuzevegezh. Moarvat e c'hellfe bezañ ur pennad dindan an titl Yuzevien ha n'eo ket un adkas da Yuzevegezh hepken. En ur bern yezhoù all ez eus gwir pennadoù (en:Jew, af:Jood, ar:يهود, an:Chodigo, bs:Jevreji, bg:Евреи, ca:Jueu, cs:Židé, cy:Iddew, da:Jøde, de:Juden, et:Juudid, el:Εβραίοι, es:Judío, eo:Judoj, eu:Judu, fr:Juif, ko:유대인, hi:यहूदी, hr:Židovi, id:Yahudi, ia:Judeo, is:Gyðingar, it:Ebrei, he:יהודים, ka:ებრაელები, la:Populus Iudaicus, lt:Žydai, mk:Евреи, nl:Joden, ja:ユダヤ人, no:Jøder, nn:Jødar, nrm:Juis, pl:Żydzi (naród), pt:Judeu, ro:Evrei, ru:Евреи, scn:Abbreu, simple:Jew, sl:Judje, sr:Јевреји, sh:Židovi, fi:Juutalaiset, sv:Judar, tl:Hudyo, th:ยิว, tr:Musevi, uk:Юдеї, yi:ייד, zh:犹太人). Pa oa bet krouet, en Unvaniezh soviedel gozh, ur Евре́йская автоно́мная о́бласть, Yevreyskaya avtonomnaya oblast (OE Juzevek), ne oa ket evit ma c'hellfe ar relijion yuzev bleuniañ :-), met peogwir e kave da renerien ar vro, moarvat, e telleze ar Yuzevien, evel pobl, da gaout ur rannvro emren.--Llydawr 9 Meu 2007 da 22:04 (UTC)
- Ya, da gopmpren mat a ran ha rezon 't eus diouzh un tu ha lemel a rin ma'c'h eus c'hoant an adkas met ret e vo diverkañ ar bajenn ivez rak pa'm eus soñj mat e oa goullo ar pennad bet savet an adkas diwarnañ o vezañ ma oa anezhi unan eus ar pennadoù muiañ-goulennet an hini e oa. Savet em boa an adkas da c'hortos evit ma vefe kaset an neb a lenne ur pennad ennañ ar ger "yuzevion" betek ar bajenn "yuzevegezh" kentoc'h evit na neplec'h. Respont din hag e rin evel m'a'h eus c'hoant (a-raok ma vije kemmet tra pe dra ganin evel-just), pe tu zo dit 'hen ober war-eeun evel-just hep goulenn tamm "aotre" ebet diganin.
--Neal (Kaozeal) 10 Meu 2007 da 07:36 (UTC)
Kavout a rae din e oa bet krouet ganit. Ma'z eo un adkas da c'hortoz (da c'hortoz ur gwir pennad), e c'hell chom evel-se evel-just. A galon, --Llydawr 10 Meu 2007 da 09:14 (UTC)
[kemmañ] Gabriele Malagrida
Demat. Un tammig labour evidoc'h. :-))) A galon. Klaod. Kadbzh 10 Meu 2007 da 10:28 (UTC)
[kemmañ] amraganvelezh
Salud. Krog e oan da lakaat ma fri er pennad abalamour ma ouzon un tamm japanegha dre ma kavan anezhañ dedennus. Setu ar pezh am boa skrivet, kent gwelet e oa bet troet ganit, dit da welet ar pezh az teus c’hoant da viret :
- Kono kēki wa oishii. Dare ga yaita no?
- -mañ kouign (MERK POUEZAN) mat. Piv (MERK RENER) graet (MERK GOULENN)?
- "Mat eo ar gouign-mañ. Piv en deus fardet anezhi?"
知らない。気に入った?
- Shiranai. Ki ni itta?
- Nompas gouzout. Kavout-mat lavaret?
- "(Me,) n’ouzon ket. Hag he c’havout mat a rez?"
Ar pezh am eus merzet :
- Oishii a dalvez « mat » hepken.
- Ar stumm shiranai n’eo ket heuliet gant ur rannig a dalvez da verk. Stumm nac’h neptu ar verb en amzer-vremañ an hini eo. Setu e lakafen kentoc’h « nompas gouzout ».
- Skrivañ ‘ rafen a-walc’h a rafen « merk » pe « rannig » evit diskouez e vez degaset ster ar strollad gerioù gant ur gerig. Ar ger TEM a gavan drol. Wa a dalvez da bouezañ war un dra bennak. « Wa » a c’hell merkañ un islavarenn amzeriañ ivez, da skouer. Ne dalvez nemet da bouezañ war udb n’eo ket danvez ar frazenn dre ret. Lakaet e vez an elfenn-se e deroù ur frazenn a-hend-all, evel e brezhoneg un tamm...
- « Kachenn » a gavan un tammig rannyezhel. Gwelloc’h ‘vefe « kouign » pe « gwastell » da’m soñj e sell da eeunaat an destenn dre vras.
Emichañs e vo talvoudus ma zamm glabousadenn evidout --Kadwalan 12 Meu 2007 da 01:55 (UTC)
- Trugarez evit da evezhiadennoù evel-just. Ober 'rin war-dro. Respontet e vo dit emberr.
Neal (Kaozeal) 12 Meu 2007 da 06:27 (UTC)
-
- 2. Kemmet eo bet an traoù all, en ur doujañ d'an doare boas da reiñ displegadurioù ger-ha-ger (gw. gloss).
--Neal (Kaozeal) 12 Meu 2007 da 11:04 (UTC)
-
- Pehini eo ar merk goulennata hervezout?
[kemmañ] Hidrosfera
Marteze n'eo ket ret mirout ar pennad Hidrosfera. Bianchi-Bihan 12 Meu 2007 da 02:35 (UTC)
- Diverket. Trugarez. Neal (Kaozeal) 12 Meu 2007 da 06:27 (UTC)
[kemmañ] Kurów
Could you please write a stub http://br.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w - just a few sentences based on http://en.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w or FR wiki? Only 3-5 sentences enough. Please.
PS. Article about Kurów is already on 145 languages. If you do that, please put interwiki link into English version. If your village/town/city hasn't on PL wiki, I can do article about it. Pietras1988 15 Meu 2007 da 19:41 (UTC)
[kemmañ] Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern
Demat. Ezhomm 'p eus sikour evit lakaat ofisiel disoc'h Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1? A galon, Benoni 20 Meu 2007 da 10:15 (UTC)
Ezhomm 'm eus amzer kentoc'h. --Neal (Kaozeal) 20 Meu 2007 da 11:51 (UTC)
Kempennet an divizoù kemeret hag embannet disoc'h ar votadegoù hag ar politikerezh envel ofisiel nevez. Ret e vo e lakaat e plesutr bremañ. Pebezh labour!Neal (Kaozeal) 21 Meu 2007 da 15:34 (UTC)
War a seblant e plij da lod sevel pennadoù "diezhomm": Persephona /Persefone, ha bremañ añforenn/amforenn. Tro petra 'vo ur wech all? Bianchi-Bihan 20 Meu 2007 da 14:24 (UTC)
- trugarez evit an evezhiaden. mat e vefe o lakaat war pajenn ar bennadoù da nullañ. rez ket bil, graet 'vo war o zro.--Neal (Kaozeal) 20 Meu 2007 da 14:36 (UTC)
Enteuzet "Añforenn" > "Amforenn". Merour (Neal) (Kaozeal) 20 Meu 2007 da 14:55 (UTC)
Enteuzet "Persephona" > "Persefone". (Kaozeal) 21 Meu 2007
[kemmañ] Hebraeg
Salud dit ! Ma'peus barregezh war an hebraeg, na'peus nemet teurel ur sell ouzh anvioù ar mizioù er pennad Deiziadur hebraek. Lakaet em eus stummoù da c'hortoz, a c'hello bezañ reizhet gant neb a garo. A galon, --Llydawr 24 Meu 2007 da 18:01 (UTC)