Marc'h
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Equus caballus
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Perissodactyla | ||||
Kerentiad : | Equidae | ||||
Genad : | Equus | ||||
Anv skiantel | |||||
Equus caballus Linnaeus, 1758 |
|||||
spesadoù all : | |||||
Equus asinus : azenn |
|||||
|
Ar marc'h (anv skiantel Equus caballus) a zo ur bronneg unkarnek, eus ar genad loened-kezeg. Doñvaet eo bet a-gozh (d'an nebeutañ abaoe 4 000 bloaz) gant an dud : implijet e vez er gounezerezh, en dougerezh, evit an diduamant, evit krogadoù e sport ar marc'hegerezh, hag evit bezañ debret. En istor, betek an Eil brezel-bed d'an nebeutañ, e servije ar c'hezeg da loened-brezel, hag implijet e vezont c'hoazh e broioù 'zo gant ar polis.
[kemmañ] Yezhadur ha liester
Al liester hollek evit marc'h a zo kezeg, met kavet e vez ivez
- marc'hoù, merc'h, mirc'hi, mirc'hed, ha mirc'hien evit ar pared
- ha kezekenned ha kezegenned evit ar parezed.
Roñse ha jav (chav) a vez implijet un tamm dre holl, met dreist-holl e Bro-Wened hag e Kreiz-Breizh, ha gerioù hollek o ster int.
Gant aneval e vez graet ivez.
[kemmañ] Geriaoueg
- Gerioù deveret :
- marc'heg, marc'heger, marc'hegezh, marc'hegerezh, marc'hegiezh,
- marc'hekaat, marc'hekadenn,
- marc'h-houarn, marc'hhouarner, marc'hhouarnerezh,
- marc'h-kañv, marc'h-koad, marc'h-levr, marc'h-livañ, marc'h-mor, marc'h-nerzh, marc'h-plouz, marc'h-raden, marc'h-samm,
- marc'h-tan, marc'htaner,
- marc'h-tenn, marc'hvran (Corvus corax).
- Parez ar marc'h eo ar gazeg
- Ur marc'h-gouennañ a zo ur marc'h kalloc'h pe ur marc'h-servij, a-wechoù un tarv-marc'h.
- Ur marc'h ha n'eo ket savet evit ar gouennadur a zo ur marc'h antier.
- Ur marc'h spazhet a zo ur marc'h spazh pe ur marc'h troc'h..
- Re vihan ar marc'h eo an ebeul hag an ebeulez
- An eal pe ar bouch eo an ebeulig
- Ebeuliañ pe ealiñ a ra ar gazeg (a-wechou treiñ pa dro an ebeul pa vez o tont er-maez)
- Ur inkane a zo ul loen-kezeg bihan evit an dimezelled
- Pa'z a war-raok ur marc'h dre sevel an daou bav war ar memes kostez ez a d'ar paz inkane
- Blev ar marc'h a vez anvet ar reun hag emañ ur moue (pe moueñ) war e gilpenn ha laez e gouzoug.
- Ur marc'h reizh a zo aes da ren, ur marc'h amjestr a zo diaes da ren, ur marc'h skoemp pe skeudik a vez spontet aes.