Monc’hwezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Monc’hwezh ger malizenn savet diwar Moneiz ha C’hwezh.
Monc’hwezh zo un termen armerzhel. Implijet e vez evit dezverkañ kresk hollek live ar prizioù. N'ouzer ket perak e teu monc’hwezh. Hervez an armerzhourien klasel e vefe un darempred kontrol anvet krommenn Phillips etre ar monc’hwezh hag an dilabour. Milton Friedman koulskoude en deus diskouezet ne oa ket evel-se e oa an traoù.
Pa ne vez ket tu da gabestrañ ar monc’hwezh ken ha da sturiañ an armerzh e c’hoarvez ar pezh a anver gourmonc’hwezh. Gant ar gourmonc’hwezh e koll ar moneiz e dalvoudegezh mirad hag unanenn vuzuliañ. En em zistrujañ a ra ar moneiz. Pa vez dilabour bras ha monc’hwezh war un dro, n'haller ket mui rakwelet ha steuñvekaat an armerzh, ar pezh a gas da ziskar an armerzh. Studiet eo bet dreist-holl ar gourmonc’hwezh bet c’hoarvezet en Alamagn, e Rusia hag en Arc’hantina.
Armerzhourien zo a gred dezho e c’hall ar monc’hwezh c’hoarvezout diwar abegoù a denn d'an danframmoù armerzhel, sokial ha, dreist-holl, sevenadurel. Evel-se e c’hall meur a argerzhadur bezañ deskrivet evel argerzhadurioù monc’hwezhel. Koulskoude, evel ma tenn da gentañ-penn ar monc’hwezh ouzh ar steuñvekaat an armerzh, e chom ur gudenn diziskoulm evit c’hoazh.
Gwelet ivez Gourmonc’hwezh