Mor
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ur rakger implijet e brezhoneg eo mor- ivez.
Evit ar pezh a denn d'ar mor, sell ouzh Wikipedia:Portal ar mor.
Ul ledennad dour-sall bras-tre eo ar mor (reizh gourel, liester morioù). Er ster hollekañ e c'holo ar mor an div drederenn eus ar voul-douar, strewet ennañ ar c'hevandirioù. Ar morioù brasañ etre ar c'hevandirioù a vez anvet meurvorioù.
En douaroniezh e vez roet ur ster strizh d'ul ledennad dour-sall bevennet tamm pe damm gant ar c'hevandirioù hag ez eus un nebeut morioù enklozet e-kreiz ur c'hevandir (Mor Aral, Mor Kaspia, ar Mor Marv). Dre astenn-ster e raer mor eus ul ledennad dour dous bras evit e dermeniñ evel brasoc'h eget al lennoù all : gwelet e vez evel ur mor diabarzh (Mor Galilea, Lenn Jeneva, Lenn Van, Lenn Poyang, Lenn Tai ha meur a lenn e Kanada, er Stadoù-Unanet) hag e-kreiz Azia ha Suamerika (Lenn Titicaca).
Koulskoude dre hevelebiezh ez eus morioù ha n'eus ket dour e-barzh, ar re a greder gwelet e planedennoù zo. War al Loar ez eus bet badezet meur a vor (da skouer, Mor ar Sioulded ha Mor ar Glaveier). Memestra evit ar blanedenn Meurzh.
Implijet e vez mor evit mareoù ar mor e-unan : setu ur mor mat (ul lañv mat)
[kemmañ] Gerioù deveret
E penn gerioù a denn d'ar mor e kaver ar rakger mor. Skouerioù : morgazh, morlenn, morlaer, morlu, morskoul, morvil.
E dibenn ar gerioù e c'heller kavout mor evel lostger ivez : bran-vor, donvor, izel-vor, leue-mor, tramor.
Ar verb morañ a vez implijet evit lakaat ur vag da verdeiñ war ar mor hag divorañ eo ar c'hontrol : mont war an douar goude bageal. Dont war wel goude bezañ bet goloet gant ar mor eo ur ster all da divorañ.
Da vezañ kendalc'het