Ota Dokan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ota Dokan (太田 道灌, Ōta Dōkan), 1432-1486, a oa bet ganet gant an anv a Ota Sukenaga (太田 資長) en un tiegezh daimyoed a ziskenne eus Minamoto no Yorimasa. E 1457 eo bet lakaet sevel Kastell Edo gantañ hag e 1458 en deus tapet an anv a Dokan, ma anavezer anezhañ dreist-holl. Dibabet eo bet ar c'hastell evit bezañ lec'h annez ar shogun Tokugawa Ieyasu e 1590 ha talvezet en deus da sez evit ar gouarnamant. Deuet eo ar c'hastell da vezañ lec'h palez an Impalaer a-hiziv. Bep 1añ Here e vez lidet e zeiz-ha-bloaz e Tokyo a-benn enoriñ memor Ota Dokan, saver ar c'hastell.
E-touez ar monumantoù all bet lakaet da sevel gant Dokan emañ templ Hirakawa, ma lider ur festival d'ar 24-25 Ebrel. Savet eo bet an templ war diazezoù kastell Edo-jo ha gouestlet eo da Sugawara no Michizane, doue ar varzhoniezh hag ar gelennadurezh.
Setu marvnad dokan :
Kakaru toki Ota Dokan |
Ma n'em bije gouezet |
![]() |
Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur. |