Penn-ar-Bed
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Penn-ar-Bed a zo un departamant eus Frañs hag uann eus pemp departamant Breizh. Krouet eo bet e 1790 diwar rannadenn proviñs Breizh etre pemp departamant. Ar prefeti a zo bet staliet e Kemper. Anvet eo bet diwar un anv kozh roet er Grennamzer da Veg Lokmazhe (e kumun Plougonvelen) bet kredet bezañ ar C'hornôkañ lec'h e kevandir Eurazia, houmañ lakaet da lodenn bennañ ar bed. Hiziv an deiz emañ perzh eus Rannvro Breizh. E ardamezioù a zispak ul leon (ardamez Bro-Leon) tal ouzh ur maout (ardamez Kemper) gant pemp erminig a-us (evit 5 departamant Breizh).
Taolenn |
[kemmañ] Brezhoneg
51 kumun a zo ur skol divyezhek enno. 3,8% eus bugale an departamant a zo ganti er c'hentañ derez. [1]
[kemmañ] Ragistor
E Ploeneg eo bet kavet roudoù koshañ un tan oaled e Europa (deiziataet 400 000 bloaz).
[kemmañ] Istor
- Dipac'h gall:
-
- Lodennet e voe departamant Penn-ar-Bed etre eizh bann; setu amañ o roll: Brest, Karaez-Plougêr, Kemper, Kemperle, Landerne, Lesneven, Montroulez ha Pontekroaz.
[kemmañ] Douaroniezh
- Kêrioù pennañ (pennlec'hioù melestradurel ha kêrioù muioc'h eget 10 000 annezad enno)
- Kemper (prefeti)
- Brest
- Douarnenez
- Gwipavaz
- Fouenant
- Kastellin (isprefeti)
- Kemperle
- Konk-Kerne
- Landerne
- Montroulez (isprefeti)
- Plougastell-Daoulaz
- Plouzane
- Ar Releg-Kerhuon