Semele
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Semele (Σεμέλη / Semélê e gregach), a oa merc'h d'ar roue Kadmos (a savas kêr Tebai) ha d'an doueez Harmonia, a oa unan eus serc'hed Zeus.
C'hoar e oa d'ar rouanez Ino a zeuas da vout an doueez Leucotea.
Taolenn |
[kemmañ] Mojenn
Semele a oa belegez, oc'h ober war-dro aoter Zeus. Un deiz e oa an doue meur o nijal, ha eñ gwisket tres un erer, da evezhiañ ouzh lidoù graet dezhañ pa he gwelas o lazhañ un tarv war e aoter, ha goude se o neuial er stêr da walc'hiñ ar gwad diwarni. Ha Zeus pitilh ganti, da vont d'he gwelet e kuzh.
Gwarizi a vage an doueez Hera, gwreg Zeus, ouzh Semele a blije kement da vestr an doueed, hag a oa dougerez diwarnañ. Gwiskañ a reas tres Beroe, a oa magerez Semele, hag ar plac'h da anzav e kouske gant Zeus. Eben a lakaas Semele da ziskrediñ hag ec'h alias anezhi da c'houlenn digant Zeus dispakañ e c'hallour diraki. An doue meur ne gredas ket nac'h outi peogwir en devoa prometet reiñ dezhi kement tra a c'houlennje digantañ.
Neuze en em ziskouezas dezhi gant e dan-taran hag e luc'hed. War an taol e voe pulluc'het ar paourkaezh plac'h, pezh a oa gortozet gant Hera. A-boan e tennas diganti, eus hec'h askre, o mab [[Dionisos], a voe lakaet gantañ en e vorzhed da c'hortoz ur mizioù bennak ken na vije deuet ar c'houlz d'e c'henel.
Diwezhatoc'h, e teuas Dionisos da Lerna, ambrouget gant Prosymnos, da glask an hent war-du an Ifernioù . Tennañ a reas e vamm eus rouantelezh arSkeudoù hag en he c'hasas d'an Olimp, ma teuas da vout un doueez anvet Tione.
[kemmañ] Orin
Dont a ra Sémélé eus Semelo Patrom:Ζεμελώ / Zemelố e gregach), a oa doueez an douar e Frigia, hag a veze d'an nevez-amzer.
[kemmañ] Menegoù anezhi
- Patrom:ApoBib (III, 4, 2).
- Patrom:EurBac (II, 242).
- Patrom:HérEnq (II, 145).
- Patrom:OviMét (III, 253).