Silabenn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar silabenn a zo anezhi un unded yezhoniel o tennañ d'ar yezh komzet. Pep silabenn he devez dre ret un graoñell (peurliesañ ur vogalenn) ha sonennoù all a c'hell bezañ ouzhpennet outañ. A-bouez e c'hell bezañ silabennoù ur yezh evit goût e pelec'h emañ an taol-mouezh e pep ger ha neuze evit ar metroù implijet evit sevel barzhonegoù hag all.
Taolenn |
[kemmañ] Struktur ar silabenn
Setu struktur diazez ar silabenn:
- Penn (saoz. onset): ret pe get hervez ar yezhoù
- Klotennad (saoz. rhyme)
- Kraoñell (saoz. nucleus): ret e pep yezh
- Lost (saoz. coda): posubl e meur a yezh ha difennet pe strizh e yezhoù all
Dre vras e vez kavet sonennoù mouezhiet e kraoñell ar silabenn, peurliesañ ur vogalenn pe meur a vogalenn. A-wechoù avat ez eus ur gensonenn e kraoñell ar silabenn, da skwer |[l]| pe |[r]|.
Ret eo da bep silabenn kaout ur graoñell dre vras. Ar silabenn a c'hell kaout ul lost pe get. Pa vez ul lost ouzh ar silabenn e vez gret silabenn serr anezhi ha silabenn digor a vez graet eus ar re n'o deus lost ebet. Da skwer ("C" = kensonenn; "V" = vogalenn):
-
- silabennoù digor:V, CV, CCV...
-
- silabennoù serr: VC, CVC, CVCC...
Tost holl yezhoù ar bed a ra gant silabennoù digor, met n'eo ket an holl a ra gant silabennoù serr ivez.
[kemmañ] Fonologiezh ar silabenn
Ar reolennoù fonotaktikel a dalvez da c'hoût peseurt sonioù a c'hell implijout ur yezh bennaket ha penaos e c'hellont bezañ implijet gante. Da skwer e brezhoneg e c'heller kregiñ ur ger gant an div gensonenn s + k asambles ("skol") met e portugaleg e ranker ouzhpennañ un e ("escola"). Struktur ar silabennoù a cheñch ivez a yezh da yezh hervez reolennoù fonotaktikel resis.
Da skwer, daoust ha ma vez implijet silabennoù digor gant kazi holl yezhoù ar bed, yezhoù evel ar japaneg a ra gant silabennoù serr gant "-n" nemetken. Yezhoù evel ar sinaeg a rank ober gant silabennoù digor hag en o fenn ur gensonenn d'ar muiañ. Yezhoù all evel an arabeg e rank kregiñ pep silabenn gant ur gensonenn.
[kemmañ] Ar silabennoù hag an taol-mouezh
Alies a-walc'h ez eus ul liamm strizh etre lusk ar gerioù (an taol-mouezh) ha struktur ar silabennoù a zo enne. E latin da skwer e ouzer e pelec'h emañ taol-mouezh pep ger dre dielfennañ struktur ar silabennoù.
[kemmañ] Yezhoù hep silabennoù
N'eo ket sklaer hag eo ur perzh hollek eus ar silabenn rak un nebeut yezhoù ral pe raloc'h evel an nuxálk (pe bella coola) a ra gant gerioù enne kensonennoù hepken, da skwer:
- xłp̓x̣ʷłtłpłłskʷc̓ [xɬp’χʷɬtɬpɬːskʷʦ’] 'gantañ e oa ur blantenn (saoz. "bunchberry")' (Bagemihl 1991:16)
[kemmañ] Gwelet ivez:
![]() |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |