Stankell
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur stankell zo un savadur arz savet a-dreuz ur stêr a-benn dalc'hen he dour.
Pa c'hall ur stankell bout goloet gant an dour e vez lâret ur chaoser, kentoc'h, pe un dig ("un dig" e vez lâret ivez pa vez kaoz eus kaniañ ur red kentoc'h eget krouiñ ur lennad dour).
Gant ur stankell war ur stêr, o krouiñ lennoù pe mirlennoù, e c'haller reolenniñ fonnder ar stêr (evit gwellaat monedone al listri), dourañ ar parkeier, ha diarbenn un tammig ar reuzioù naturel (dileunioù, liñvadennoù). Gant ur stankell e c'haller c'hoazh produiñ tredan (komz e reer neuze eus ur stankell dourdredan), en ur mod marc'had-mat a-walc'h.
Memes tra, evit sevel stankelloù re vras, e vez ret beuziñ traoñiennoù a-bezh, o tiblasañ kalz tud hag o tegas kalz a stroñs d'an endro.
[kemmañ] Un nebeud stankelloù
[kemmañ] Breizh
[kemmañ] Bed
- Stankell an Teir C'hanienn (Sina)
- Stankell Assouan (Egipt)
- Stankell Atatürk (Turkia)
- Stankell Hoover (Stadoù Unanet)