Chaoser
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur chaoser a zo un tolzenn douar pe vein hiraet war an hed evit gwareziñ un tremen pe diwall ouzh an dour. Savet e vezont evit meur a abeg. Implijet e vez ar ger dre skeudennadur evit fenomennoù naturel : Chaoser Enez Sun, Chaoser ar Ramzed.
Taolenn |
[kemmañ] Tremen a-dreuz douar gleb pe ul ledennad dour pe a-us d'an douar
Savet e reer ur savenn douar gant mein e-barzh peurvuiañ evit krouiñ un hent evit treuziñ ur stêr, ur geun, ul lagenn. Gwechall e veze fardet war an douar e-unan an hentoù ha ne veze savet chaoserioù nemet e lec'hioù gleb pe a-dreuz un draoñienn. Hiziv e savet chaoserioù war hirderioù bras evit chom hep lakaat leve an hent da gemm etre menezioù bihan re alies.
Evit ar memes abeg e vez fardet an hentoù-houarn war chaoserioù alies a-walc'h.
Ar stankelloù savet a-dreuz d'ar stêrioù pe evit tremen warno pe evit implij nerzh an dour (er milinoù hag en uzinoù tredan) a vez graet dre sevel ur savenn douar pe vein pe vetoñs.
[kemmañ] Gwareziñ ouzh an dour
[kemmañ] Chaoserioù evit diwall diouzh liñvadegoù mor pe diouzh nerzh gwagennoù ar mor
A-gozh e vez savet chaoserioù evit gwareziñ ar porzhioù eus nerzh gwagennoù ar mor p'emañ an amzer fall. P'eo goudoret gant un chaoser pe div e chom e peoc'h dourioù al ledennad mor a-dal ar porzh ha ne c'hell ket mui ar bigi hag al listri bezañ broustet ouzh an aod.
[kemmañ] Chaoserioù evit diwall diouzh liñvadegoù ar stêrioù
Evit herzel ar stêrioù ouzh beuziñ o zraoñiennoù gant o dourioù e mare ar glaveier e saver chaoserioù a-hed o riblennoù war kantadoù a gilometradoù a-wechoù. Chaoserioù hir-tre ha graet e douar hag e mein a zo bet savet a-hed ar Roen, ar Ron, an Danav, al Liger, ar Mississipi ha meur a stêr bras e Bro-Sina.