Trovan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
An daou ledred m'eo posupl gwelout an Heol er zenit ur wech bep bloaz eo an trovanoù ha c'hoarvezout a ra da geñver ar goursav-heol. Anv an div drovan a zo Trovan ar C'hrank ha Trovan ar C'havr. Amprestet eo bet trovan digant ar c'hembraeg "trofan" ha kavet e vez "tropik" diwar ar galleg e testennoù'zo.
Pa vez kaoz eus an trovanoù (s. o. an dro-lavar "dindan an trovanoù") e vez meneget ivez an takad lec'hiet etre ledoù an trovanoù, da lavaret eo etre al ledoù 23° 17' N ha 23°27' S. hag emañ ar C'heheder etrezo ha kenstur dezho. War linenn Trovan ar C'hrank e weler an Heol dindan ur c'horn 90° da c'hoursav-heol an hañv hag da c'hoursav-heol ar goañv war linenn Trovan ar C'havr. Kemeret eo bet anvioù an trovanoù diwar ar zodiak hag ez-resis eus anvioù ar steredegoù ma kreder gwelout an Heol tost outo goude ar goursavioù-heol.
Plant an trovanoù a zo ar re a zo o annez orin en takad trovanel. Pa vez hin an takad-se tomm ha glavus e reer trovanel eus pep takad a zo an hin-se dezhañ, met kavet e vez lec'hioù n'int ket evel-se dindan an trovanoù, er menezioù uheloc'h da skouer.
E renkadur an hinoù savet gant Peter Köppen e vez termenet evel trovanel un hin gant ar perzhioù-mañ : n'eo ket krin ha ne'z a ket keidenn ar wrez en ur miz dindan 18°C.
Un takad tomm gant ur marevezh glaveier hag ur marevezh sec'h eo takad an trovanoù nemet pa dostaer ouzh ar C'heheder e kouezh muioc'h-muiañ a c'hlaveier ken e kouezhont bemdez e takad ar C'heheder. Tro-war-dro d'an trovanoù ez eus nebeut a c'hlaveier hag ez eus dezerzhioù bras evel hini ar Sahara, hini mervent ar SUA, hini Ledenez Arabia, hini ar Goudjarat (takad bihan en India), hini Atacama (Chile) hag hini Namibia. Koulskoude n'eo ket krin an hinad dindan an trovan en India, Tailand, Laos ha Viêt-nam diwar levezon ar monson, da lavaret eo ar glaveier bras ha puilh sachet bep hañv war ar broioù-se gant tolzenn yen an Himalaya.