Turgn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur gumun e departamant Indre-et-Loire hag e rannvro Kreiz eo Turgn (e galleg Tours) staliet war daou ribl ar stêr Liger. Turgniz a vez graet eus he 136 500 annezad. Pennlec'h an departamant ha kêr-benn Touren, ar proviñs kozh, eo Turgn. Eno emañ sez an arc'heskob evit "Kornôg bras" Bro-C'hall, Breizh ennañ. Kêr-benn un tolead pinvidik a-walc'h gant ar gounezerezh-legumaj, ar gounezerezh-frouezh hag ar gwiniegi brudet. Staliet eo ar gêr war ur c'hroazhent kozh-tre, Norzh-Su e roud-avel, evit treuziñ aes al Liger hag ar Cher, e adstêr kazi kenstur er Su. Dre-se e veze liammet tolead Pariz, Chartrez, Poatev ha Bourdel en ur gejañ gant dezougerezh war vag Kornôg-Reter war ar stêr vras.
[kemmañ] Douaroniezh
War ribl Su al Liger eo bet staliet ar gêr pa 'z eus un uhelgompezenn izel a-walc'h e-lec'h tornaodoù raz kavet en ur sevel gant ar stêr pe war ar riblenn Norzh. Er XIXvet kantved eo bet poblet ar ribl-mañ p'eo bet kleuziet ar "Foz" evit lakaat hent Pariz da vont eeunoc'h betek ar pont.
[kemmañ] Istor
E mare ar C'halianed e veze un treizh hag ur geoded anvet Civitas Turonorum gant ar Romaned. Dont a ra an anv eus anv ar meuriad, an Turones. Aze en IVvet kantved e vevas un den illur, Marzhin an Turgnad, ur milour, aet da vezañ diazezer un abati bras nepell diouzh ar geoded. E penniliz an abati ez eo bet deuet pirc'hirined da azeuliñ ur sant a zo bet roet e anv da veur a gêr ha gêriadenn en Europa a-bezh. Ouzhpenn-se eo ar gêr war hent pirc'hirinded Sant-Jalm a Gompostela etre Norzh Europa ha Spagn. Er VIvet kantved e voe anvet da eskob un den-iliz illur all, Gregor a Durgn, den politikel hag istorour ar Franked (kontañ a ra penaos e renent brezelioù enep ar Vretoned.
Kêr-benn ur gontelezh eo bet Turgn, hini an Touren, teuziet e diwezh an XIIIvet kantved en domani roueel ken e kave mat er Grennamzer roueed Bro-C'hall chom alies a-walc'h e kastellioù strewet a-hed al Liger. Unan anezho, Loeiz XI a vourre chom mizioù-pad e kastell ar C'henkiz, (kastell ar Montils e La Riche e bannlev kornôg hiziv).
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
- Iliz-Veur Sant-Gasian