Ñ (lizherenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ul lizherenn latin ispisial eo Ñ, ñ brudet dreist-holl abalamour ma vez implijet er spagnoleg evit ober diouzh ar son (LFE) [ɲ], da lâret eo ar son skrivet gn hervez reolennoù reizhskrivadur ar brezhoneg.
Deuet eo da vezañ ivez arouez ar spagnoleg, betek ma oa bet klasket difenn e 1991 enporzhiañ urzhiataerezioù e Spagn keit ma ma ne veze ket war o zouchennaouegoù al lizherenn-se.
Dre levezon ar spagnoleg e vez implijet ivez evit skrivañ an hevelep son e meur a yezh komzet e Spagn pe yezhoù all komzet e broioù bet levezonet gantañ, da skwer ar galizeg an euskareg, an aragoneg, an astureg hag ivez an aymareg, ar c'hetchwaeg pe an tagalogeg.
Diorroet e oa bet diwar daou n, unan bihan skrivet a-us d'egile o tiskouez orin latin seurt gerioù e spagnoleg, da skouer annum > año.
E yezhoù romanek al e vez implijet lizherennoù all evit ober diouzh ar son-se, da skouer nh e portugaleg diwar levezon an okitaneg, ny e katalaneg pe gn en italianeg ha galleg.
Implijet e vez al lizherenn-mañ e brezhoneg ivez evit merkañ ur vogalenn distaget dre fri hep ma teufe kensonenn dre fri ebet war he lerc'h, da skouer -mañ (LFE [mã]).
![]() |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |
Patrom:Stub