Ketchwaeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ketchwaeg (Runa Simi) |
|
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Perou, Bolivia, Ekwador, Chile, Arc'hantina, Kolombia |
Rannved : | Andoù |
Komzet gant : | 14 000 000 |
Renkadur : | 83 |
Familh-yezh : | Yezhoù ketchwaek Ketchwaeg |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Bolivia, Perou, Kolombia |
Akademiezh : | Academia Mayor de la Lengua Quechua |
Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù | {{{urzh}}} |
Frammadur silabek | {{{frammadur}}} |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | qu |
ISO 639-2 | que |
Kod SIL | QUE |
Deuit da welet ivez Yezh. |
Ur yezh komzet e Su Amerika eo ar c'hetchwaeg (ketchwaeg: runasimi; runa, "pobl" + simi, "genoù; komz"). Peurliesañ e vez renket e-touez ar yezhoù aymarek met n'eo ket ken sklaer all al liamm-familh-se.
Gwechall-kozh e veze anezhi yezh Impaleriezh an Inkaed hag hiziv e vez komzet c'hoazh e meur a doare tost pe dostoc'h gant tro-dro da 9.6 milion a vammyezherien ha 4 milion a dud all e kreisteiz Kolombia hag Ekwador, e Perou hag e Bolivia a-bezh, e gwalarn Arc'hantina hag e hanternoz Chile. E-touez an holl yezhoù komzet gant pobloù-orin Amerika eo ar c'hetchwaeg an hini gant ar muiañ a dud a ra ganti.
Div rannyezh pennañ ez eus:
Ketchwaeg I pe waywacheg (waywash) komzet e kreiz Perou. Dishñevel-tre e c'hell bezañ pep yezh er skourr-mañ an eil diouzh eben.
Ketchwaeg II pe wanpouneg (wanp'una), isrannet diouzh he zro e tri skourr: Ketchwaeg younkayek (lec'hioù zo eus Perou); Ketchwaeg an norzh (quichua pe runashimi) (dreist-holl e Kolombia hag Ekwador); Ketchwaeg ar su (Perou, Bolivia, Arc'hantina ha Chile). Houmañ eo an doare-yezh pouezusañ dre m'emañ komzet gant ar muiañ a dud hag a-drugarez da live sevenadurel an dud a ra gantañ.
Tost da 30% eus an holl gerioù implijet er c'hetchwaeg a-vremañ a deu eus ar spagnoleg ha ken don eo bet levezon ar yezh-se warni ma'z eo bet degemeret ganti fonemennoù estren ( f, b, d, g).