Euskareg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Euskareg (Euskara) |
|
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Spagn ha Frañs |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | 580 000 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezh digenvez Euskareg |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Euskadi (Spagn) |
Akademiezh : | Euskaltzaindia |
Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù | {{{urzh}}} |
Frammadur silabek | {{{frammadur}}} |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | eu |
ISO 639-2 | baq (B) / eus (T) |
Kod SIL | bSQ |
Deuit da welet ivez Yezh. |
Ur yezh digenvez eo an euskareg pe baskeg (euskara pe euskera) genidik eus Euskadi (pe Bro-Vask) etre mervent Frañs e departamant ar Pirineoù Atlantel ha gwalarn Spagn e Kumuniezh Emren Euskadi ha Kumuniezh Forel Nafarroa.
Taolenn |
[kemmañ] Renkadur ar yezh
Diaes eo goût orin an euskareg, met krediñ a reer e oa Euskariz pobl gentañ Europa a-raok donedigezh ar pobloù indezeuropek.
Klasket ez eus bet liammoù etre an euskareg, chomet digeñvez betek-henn, ha yezhoù all komzet er bed a-bezh, dreist-holl gant ar yezhoù kaokazek dre mz'z eo ur yezh ergativel gant stummoù verb liesdispleg. (Gwelit a-is Yezhadur). Met chomet eo an holl damkanioù-se hep gallout bezañ prouet.
[kemmañ] Pelec'h e vez komzet?
Komzet e vez, e meur a doare disheñvel, e Kumuniezh Damemren Euskadi (Spagn) dreist-holl el lec'h m'he deus ar yezh-se ur statud ispisial hag emañ ar Gouarnamant Damemren (Eusko Jaurlaritza / Gobierno Vasco), ar strollad broadelour PEAJ-PNV (Euzko Alderdi Jeltzalea / Partido Nacionalista Vasco) en e benn, o klask lakaat ar yezh da vont war-raok dre lakaat e pleust ur politikerezh yezh efedus-tre.
Komzet e vez ar yezh ivez e lodenn Norzh Kumuniezh Forel Nafarroa (spagnoleg : Navarra).
A-hend-all e vez komzet ivez el lec'hioù er Pireneoù Atlantel a denn ez istorel da dachenn yezh an euskareg (ha n'eo ket hini ar gwaskoneg avat).
[kemmañ] Statud ofisiel
Ur statud kenofisiel leun he deus ar yezh euskarek e Kumuniezh Emren Euskadi hag ur statud damofisiel e lec'hioù resis zo eus Kumuniezh Forel Nafarroa.
N'he deus ar yezh-se statud ofisiel ebet el lec'hioù ma reer ganti er Frañs.
[kemmañ] Rannyezhoù
Bez' ez eus c'hwec'h rannyezh pennañ hervez ar proviñsoù istorel:
-
- biskaeg (e Biskaia, spagn. Vizcaya)
- gipuzkoeg (e Gipuzkoa, spagn. Guipúzcoa)
- uhel-nafarroeg (e Nafarroa, spagn. Navarra)
- izel-nafarroeg (e Behe Nafarroa, gall. Basse Navarre)
- lapurdieg (e Lapurdi, gall. Labourd)
- zuberoeg (Souletin) (e Zuberoa, gall. Soule)
[kemmañ] Yezhadur
Perzhioù boutin en deus an eukareg gant ar yezhoù kaokazek kentoc'h evit gant an darn vrasañ eus ar yezhoù-all a vez komzet en Europa.
Disheñvel-tre eo yezhadur an euskareg diouzh yezhoù indezeuropek Europa ar C'hornôg o vezañ mz'z eo ur yezh ergativel-absolutivel ha n'eo ket unan nominativel-akuzativel.
Unan eus an diforc'hioù pennañ all a denn da liesdisplegadur ar verboù : displeget e vez ar verboù sikour evit lakaat war-wel niver ha gour ar rener met ivez niver ar renadenn eeun hag hini ar renadenn dieeun. Nor-nori-nork a vez graet eus an doare-mañ da displegañ ar verboù en euskareg.
Da skwer:
- Martinek egunkariak erosten dizkit
Da lâret eo: Martin a bren kelaouennoù din. Rener ur frazenn gant ur verb trazitivel eo Martin ha neuze e vez merket ez-morfologel dre ouzhpennañ al lost-ger -(e)k > Martinek. Ergativel eo an anv kadarn-mañ neuze.
Renadenn eeun ar frazenn eo 'egunkaria'. Liester eo ar ger-mañ ivez hervez al lost-ger -ak > eugunkariak. Absolutivel eo an anv kadarn-mañ neuze. Ar verb a zo erosten dizkit, ennañ erosten, seurt tro-c'hraus, hag erosi eo anv verb ar [[verb] pennañ, implijet amañ dindan ur stumm ispisial erosten' (un tammig evel o prenañ). Da heul e teu ar verb sikour displeget dizkit hag a c'heller dielfennañ evel-mañ:
- di- merk ur verb daoudranzitivel en amzer vremañ;
- -zki- merk liester ar renadenn eeun; ha
- -t merk ar renadenn dieeun
[kemmañ] Geriadur
Dre darempredoù gant ur bern yezhoù all a-hed an amzer eo deuet an euskareg da vezañ levezonet gante, dreist-holl war dachenn ar gerioù. Amprestet zo bet ganti evel-se gerioù diwar al latin, ar spagnoleg, ar galleg hag ar gwaskoneg.
Hervez studierion zo, e teufe an hanter eus an holl c'herioù implijet gant an euskareg eus al latin met disheñvel-tre eo anavezout ar gwriziennoù latin rak cheñchet kalz eo bet an doare d'o distagañ, da skwer:
-
- lore ("bleunienn") diwar florem
- gela ("kambr") diwar cellam
[kemmañ] Frazennoù skwer:
- Bai = Ya
- Ez = Nann
- Kaixo!, Agur!= Salud!
- Agur!, Adio!= Kenavo!
- Ikusi arte = Ken 'vi gwelet!
- Eskerrik asko! = Trugarez!
- Egun on = Demat
- Mesedez = Mar plij
- Barkatu = Digarezit ac'hanon
- Komunak = Privezioù
- Komuna non dago? = Pelec'h emañ ar privezioù?
- Non dago tren-geltokia? = Prlec'h emañ ar porzh-houarn?
- Ba al da hotelik hemen inguruan? = Pelec'h emañ an leti tostañ?
- Zorionak = Gouelioù mat! (Evit Nedeleg hag ar Sant-Jilvestr)
- Ez dut ulertzen = Ne gomprenan ket
- Ez dakit euskaraz= Ne gomzan ket euskareg
- Ba al dakizu ingelesez?= Ha komz a rez saozneg?
- Zein da zure izena? = Pe anv out?
- Ongi etorri! = Degemer mat!
- Egun on denoi = Demat d'an holl!
- Berdin / Hala zuri ere = Dit-te ivez!(d.s. goude 'Kaixo' pe 'Egun on')
- Jakina! Noski! = Mat eo!
- Nongoa zara? = Eus belec'h out?
- Non dago...? = E pelec'h emañ...?
- Badakizu euskaraz? = Ha komz a rez euskareg?
- Bai ote? = Dam ya 'ta?
- Bizi gara!! = Bev omp!
- Bagarela!! = Ni ivez (respont)
- Topa! = Yec'hed mat!
- Hementxe! = Du-hont/ Du-mañ!
- Geldi!= Paouez 'ta!
- Lasai= Rez ket bil
- Ez dut nahi= N'em eus ket c'hoant
[kemmañ] Liammoù diavaez
[kemmañ] Yezhadurioù war-linenn
- Skol-Veur Euskadi: Yezhadur berr an euskareg
- Taolennoù gant verboù an euskareg
- Yezhadur berr an euskareg gant Larry Trask
- Un nebeut gerioù en euskareg gant Larry Trask