Arzhur III a Vreizh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Un pennaotrou hag en deus bet ur roll pennañ en istor Bro-C'hall koulz hag en istor Breizh eo bet Arzhur III a Vreizh, kont Richmond, konestabl ar roue gall Charlez VII. Lesanvet eo bet ar Justisour. Ganet e oa bet e 1393 e Sarzhav ha marvet e 1458 e Naoned. Mab e oa da Yann IV, dug Breizh ha Janed a Navarra. Goude bezañ bet e servij ar roueed saoz ha gall, hag ur milour eus ar re varrekañ, e teuas da vezañ dug Breizh e 1457, met ne fellas ket dezañ plegañ e-keñver al lid a wazoniezh a ginnigas e doare an homaj simpl. Un den a Stad hag a Justiz barrek-tre e servij Bro-C'hall eo bet.
[kemmañ] Buhez
Pa oas bugel ez eas da chom e-kichen e eontr, dug Bourgogn hag gant priñsed gall all. Prizoniet en Azincourt (1415), dieubet e voe goude asantet da labourat evit ar roue saoz Herri V a oa mestr war ar rouantelezh gall (dimezet e oa da verc'h ar roue Charlez VI. E 1425, an Daofin, Charlez, hag eñ o ren pastellioù-bro bihan e Bro-C'hall, a ginnigas da Arzhur mont e penn e lu. Klask a ree Charlez resev ur skoazell milourel digant dug Breizh Yann V, hemañ breur Arzhur. Breur-gaer da dug Bourgogn a oa mignon d'ar Saozon, e oa Arzhur ivez. Koulskoude e savas enebourien d'ar c'honestabl ha ne c'helle ket ober e gefridi ken e veze trec'het lu Charlez VII ingal gant ar Saozon. E 1428 e yeas e guzh Arzhur da harpañ Janed Ark hag e vo trec'h d'o nerzhioù e Patay e 1429. E 1434 e asantas Charlez VII reiñ e garg da Arzhur endro. Adaozañ a reas al lu en ur urzhiañ ma vo krouget ar breizherien. E 1436 e adkemeras Pariz.
Ur roll pennañ e yeas gantañ e politikerezh Bro-C'hall pa renas e diplomatiezh ha e tistagas Bourgogn eus e emglev gant ar rouantelezh saoz. E 1450 e vo trec'h Arzhur war ar Saozon en Formigny ken e oent skarzhet eus Normandi kuit.
Galvet e voe da gemer an dugelezh e karg e 1457, goude marv e niz Pêr II, met fellout a reas dezhañ chom konestabl war un dro. Mervel a reas re abred e 1458 pa vage soñjoù bras, evel mont da argadiñ Bro-Saoz pe mont da vrezeliñ evit ar Groaz.
[kemmañ] E lignez
Teir gwech e voe dimezet Arzhur, nemet ne c'hanas bugel ebet er briedelezh. Ur verc'h bastardez en doa, Jacqueline, a vo anavezet gantañ e 1443. War e lerc'h e voe anvet e niz Frañsez II, kont Étampes, da zug Breizh.
Sede anvioù e deir gwreg:
- 1. D'an 10 a viz Here 1423 e timezas e Dijon da Varc'harid a Vourgogn (marvet e 1441), merc'h da Jean, dug Bourgogn, hag intañvez an daofin Louis, dug Guyenne.
- 2. D'an 29 a viz 1442 e timezas e Nérac da Jeanne d'Albret (marvet e 1444), merc'h da Charlez II, kont Dreux.
- 3. D'an 2 a viz Gouhere 1445 e timezas da g-Catherine de Saint Pol (marvet e 1492), merc'h da Bêr I, kont St-Pol.