Charlez Bleaz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Entitlet eo bet Charlez Bleaz evel dug Breizh gant ar roue gall Fulub VI eus 1341 betek e varv e 1364. Ganet e 1319 e Châtillon eus Guy de Châtillon ha un niz d'ar roue gall eo Charlez, kont Bleaz. Klask a ra ren dugelezh Breizh p'en doa dimezet e 1337 gant Janed Pentevr, nizez d'an dug Yann III marvet divugel e 1341 Stourm a reas a enep d'ur goulenner all, Yann Monforzh, hantervreur da Yann III hag harpet gant roue Bro-Saoz.
[kemmañ] Ar stourm
Yann Monforzh a yeas goulenn souten pennoù an Naoned hag e kemeras teñzor an dugelezh. Soutenet e oe gant pep a gêr domani an dug, mat ne oe ket resevet mat e lez Fulub VI. Dre disentez Conflans e embannas ar roue e anaveze gwirioù Janed Pentevr ha re he fried. Mont a reas Yann monforzh da glask souten ar roue saoz Edouarzh III. Koll a reas e dugelezh Monforzh e-kichen Pariz, met roet e oe gant Edouarzh "Enor" Richmond, un tiriad saoz a sachas dezhañ kalz a arc'hant.
Dont a reas Yann, dug Normandi, mab d'ar roue gall, d'ober seziz an Naoned ha pa oa klouaroc'h souten ar vourc'hizien e eas Yann Monforzh da Bariz evit goulenn ma vo staliet ur emglev gant ar roue. Hemañ a lakaas Yann en toullbac'h ha renet e oe an dugelezh gant Charlez Bleaz.
E 1342 e kemeras Roazhon ha mont a reas da vestroniañ ar gêrioù all a chome dindan urzhioù gwreg Yann Monforzh, an dugez Janed a Flandrez. Houmañ a zifennans An Henbont gant harp ar morlu saoz, met Charlez Bleaz a gemeras An Alre, Gwened, Gwerann hag Ar Groazig.
E 1347 eo bet paket ha prizoniet gant ar Saozon Charlez Bleaz er Roc'h-Derrien. Toullbac'het e Bro-Saoz e c'hounezas e frankiz en ur lezel e vugale evel ostajoù war e lerc'h.