Bloody Sunday
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
D'an 30 a viz Genver 1972 e oa bet savet ur vanifestadeg peoc'hiek e Derry (Doire) (Iwerzhon an Norzh) evit ingalded ar gwirioù etre ar gatoliked hag ar brotestanted. Bloody Sunday eo an anv roet d'an devezh-se e-lec'h ma oa bet lazhet 14 manifester gant arme Breizh-Veur.
Ar vanifestadeg-se a oa bet aozet gant an Northern Ireland Civil Rights Association, kaset gant Ivan Cooper, evit ingalded ar gwirioù etre ar brotestanted hag ar gatoliked, evit ar gwirioù keodedel hag a-enep ar bac'hidigezh. Daoust da youl Ivan Cooper evit mirout ar peoc'h e krogas emgannoù etre ar vanifesterien hag an arme. 28 manifester a voe gloazet gant boledoù, 13 den a varvas eno hag unan all un tamm war-lerc'h.
- Hervez an arme e vefe bet tennet warno gant an IRA setu perak o defe eilgeriet.
- Hervez ar vanifesterien e vefe bet tennet gant an arme war un engroez hep armoù.
Un enklask a zo bet graet buan-ha-buan gant ur c'huzul-enklask renet gant Lord Widgery hag en deus didamallet an arme en ur lâret e oa bet tennet gant an IRA hag eilgeriet gant an arme. Neoazh n'eus ket bet kavet armoù pe danvez-tarzh war ar vanifesterien ha n'eus ket bet soudarded lazhet 'pezh a zo souezhus ma vefe bet tennet warno da gentañ.
Abalamour d'ar vanifestadeg eo bet brasaet renkoù an IRA hag a gaso a-c'houde gwalldaolioù marvus, arme Breizh-Veur a gollo eus he c'hredusted dre an afer-se. Ar rendael a bado pell amzer etre an daou du. D'ar 16 a viz Mae 1997, Channel 4 a skignas un diell savet gant Lena Ferguson hag Alex Thomson war an darvoud, ennañ e vez displeget gant pevar soudard dizanv e oa bet tennet gant an arme war an engroez, pezh a zislavar ar c'homzoù ofisiel. Abalamour d'ar c'hlemmoù savet goude-se e tivizas ar c'hentañ ministr Tony Blair digeriñ en-dro an enklask e 1998. Etre 1998 ha miz Du 2004 ez eus bet goulennataet 921 test gant ar barner Mark Saville ha savet 1555 testeni skrivet. Ul lodenn eus ar soudarded a anzavo e oa diarmet ar vanifesterien hag o doa lâret gaou en a-raok. Klozet e vo an afer e 2006.
- Ar ganaouenn Sunday Bloody Sunday a zo bet savet gant ar strollad rock U2 diwar ar fedoù-man.
- Savet eo bet ar film Bloody Sunday hag a zispleg ar fedoù-man gant Paul Greengrass e 2002.
[kemmañ] Da welet ivez
- Bloody Sunday(1920)