Brud Nevez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur gelaouenn lennegel vrezhonek eo Brud Nevez ha staget ez eus outi un ti-embann dezhañ an hevelep anv. E-barzh ar gevredigezh Emgleo Breiz, a zo ur c'hevread kevredigezhioù, e vez meret an embannadennoù.
[kemmañ] Krouidigezh ar gelaouenn Brud
E 1957 e oa bet krouet an trimizieg Brud evel kelaouenn lennegel Emgleo Breiz. Istitlet e oa ar gelaouenn "Ar Yez hag ar Vro" hag e veze implijet ar skritur kazi nevez-flamm a oa bet fardet gant ar chaloni Frañsez Falc'hun, a oa pennkelenner war ar yezhoù keltiek e Skol-Veur Roazhon. E 1955 e oa bet roet dezhañ asant Ministr an Deskadurezh c'hall evit ma vefe implijet ar skritur-se, a voe graet ar skritur (pe an doare-skrivañ) skolveuriek anezhañ. Meneget e oa anv ar merour an Dr Dujardin, met ar c'hentskrid hag an div drederenn eus ar mareadeg a oa deuet diouzh pluenn Per Helias (pevar fezh-c'hoari dindan an talbenn "Tan ha Ludu").