Skolveurieg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Unan eus doareoù-skrivañ ar brezhoneg implijet bremañ eo ar skolveurieg.
Ijinet eo bet gant an Ao. Fransez Falc'hun e 1955 ha degemeret e oa bet e-pad ur prantad gant an Akademiezh dre ma oa kelenner er Kevrenn geltiek Skol-Veur Roazhon. Gant Falc'hun hag e vignoned e veze graet ar skolveurieg eus ar skritur, pa veze graet ar "falc'huneg" gant e enebourien. Aet kuit ar chaloni Falc'hun da Vrest pa voe digoret ur skol-veur eno, ne voe ket mui implijet e Skol-Veur Breizh-Uhel e Roazhon.
Implijet e vez gant an tier-embann Brud Nevez/Emgleo Breiz, Mihini Levenez hag Ar Skol Vrezoneg.
[kemmañ] Diazezoù ar skritur
Gwelloc'h en-deus kavet ar chaloni Falc'hun chom hep implij ar c'hensonnennoù e dibenn ar gerioù :
Mad ha n'eo ket skrivet Mat evel en doare-skrivañ a-gent (KLT) hag a-vremañ (ar peurunvan).
N'en-deus ket miret ar zh a oa bet degaset gant Langleiz ha degemeret er brezhoneg peurunvan evit kompezañ an doare disheñvel a zo gant komzerien Bro-Wened eztaolañ ar z a vez klevet e pastelloù-bro all : distagañ a reont un h :
Un doare-skrivañ nevez evit ar gwenedeg a oa bet kinniget gant ar chaloni ha Gwenael Herrieu, person ha mab da Loeiz Herrieu.
Skouerioù eus an diforc'hoù a zo etre an 3 skritur e brezhoneg :
Skritur KLT ‘’Feiz ha Breiz’’ | Skritur brehoneg Guéned mod Dihunamb |
Peurunvan | Skolveurieg | Etrerannyezhel........ |
---|---|---|---|---|
evit | aveit, eit | evit | evid | ewid |
skouer | skuér, skuir | skouer | skwer | skwer |
emzao | emsaù | emsav | emzao | emsaw |
mat | mat | mat | mad | mad ha mat (met bez' zo un diforc'h etre an daou. gw. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ) |
guelout, gwelet | guélet | gwelout/et | gweloud/ed | gweled/gweloud |
mont | monet, mont | mont | mond | moned/mont |
pasaat | pasat | pasaat | pasaad/pasâd | passaad |
c’hoaz | hoah | c’hoazh | c’hoaz | c’hoazh |
c’houec’h | hueh | c’hwec’h | c’hweh | c’hwec’h |
noz | noz | noz | noz | nos |
brezoneg/k | brehoneg | brezhoneg | brezoneg | brezhoneg |
diou | diù | div | diou | diw |
uhella(n) | ihuéllan | uhelañ | uhella | uhellañ |
senti | sentein | sentiñ | senti | sentiñ |