Carcassona
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Carcassona (Carcassonne e galleg) zo ur gêr gozh e departamant an Aude. Pennlec’h an departamant-se eo.
Lec’hiet eo Carcassona er boulc’h zo etre ar Pireneoù hag an Torosad Kreiz. Emañ ivez er c’hroashent etre daou hent a bouez, abaoe an Henamzer : an hent a gas eus ar Mor Kreizdouar d’ar Meurvor Atlantel hag an hini all etre an Torosad Kreiz ha Spagn.