Erwan Evenou
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur yezhour hag ur skrivagner brezhonek eo Erwan Evenou (Yvon Évenou). Bet eo ivez kelenner saozneg ha brezhoneg, hag emsaver sindikadel, yezhel ha politikel. Ganet eo en Aljer (Aljeria), d’ar 14 a viz C'hwevrer 1940 ha bevet en deus eno e-pad darn e yaouankiz, evel ma kont en e romant diazezet war e vuhez. Kelenn a reas saozneg e skolaj ar Faoued a-raok mont da Aljeria da gelenn ha dont da gelenner brezhoneg pa voe tapet gantañ ar c’h-CAPES brezhoneg. Goude-se e voe anvet da enseller brezhoneg evit an eil derez war-lerc’h Pierre Bernard.
[kemmañ] E skridoù
War un dro gant e labour er sindikad SNI-PEGC e voe unan eus emsaverien bennañ Unvaniezh Demokratel Breizh ha sevel a reas meur a bennad evit kelaouennoù ar strollad, ken e galleg evit ar Peuple Breton, ken e brezhoneg evit Pobl Vreizh hag ivez evit Al Liamm. Bet eo sekretour Galv (e galleg: « comité d'action progressiste pour la langue bretonne ») er bloavezhioù 1970 . Embannet en deus ivez ul levr barzhonegoù hag ur romant.